Levr Izaia 41:14
Ével-henn é lavar ann Aotrou, hô taspréner, san̄t Israel: Enn abek d’é-hoc’h em eûz kaset da Vabilon, hag em eûz diskaret hé holl harzou, hag ar C’haldéed, péré a lékéa hô fisian̄s enn hô listri.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Mé eo ann Aotrou, hô san̄t, krouer Israel, hô roué.
Cross References
Deuteronomy 7:7Douéed ann holl vrôadou a zô enn drô d’é-omp, pé a dôst pé a bell, eûz ann eil penn d’ar penn all eûz ann douar;
Job 19:25Râk me a oar pénaoz va daspréner a zô béô, ha pénaoz é savinn eûz a varô da véô (M) eûz ann douar enn deiz divéza;
Psalms 19:14Neûzé geriou va génou a vézô hétuz d’id; ha ménoz va c’haloun a vézô bépréd dira-z-od, Aotrou, va skoazel ha va daspréner. ———— XIX. PSALM. Évid ann divez, Psalm David.
Isaiah 37:4Hag Isaias a lavaraz: Pétrâ hô deûs-hi gwélet enn da dî? Hag Ézéc’hias a lavaraz: Kémen̄d a zô em zî hô deûz gwélet; n’eûz nétrâ em ten̄zoriou a gémen̄t n’am eûz diskouézet d’ézhô.
Isaiah 43:14Ével-henn é lavar ann Aotrou: Labourerien ann Éjipt, ha marc’hadourien ann Étiopia, ha tûd braz Saba a zeûi d’az kavout, hag hî a vézô d’id; war da lerc’h é teûin̄t, gan̄d chadennou oud hô daouarn é kerzin̄t; stoui a rain̄t dira-z-od, hag é pédin̄t ac’hanod, ô lavarout: N’eûz a Zoué némét gan-éz, ha n’eûz Doué all é-béd néméd da hini.