The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 44

1Torret eo bét Bél, brévet eo bét Nabô: hô skeûdennou a zô bét lékéat war loéned ha war gézek; ar péz a zougac’h a zô skûizuz ker pounner eo.

2Torret ha brévet in̄t bét kévret: n’hô deûz két gellet savétei ar ré hô dougé, hag ar ré-man̄ a zô bét lékéat é sklavérez.

3Sélaouit ac’hanoun, tî Jakob, ha c’houi holl zilerc’h Israel, c’houi péré a zougann aba ma oc’h ganet, adalek kôv hô mamm.

4Mé hô tougô c’hoaz va-unan kén na viot kôz, mé hô tougô kén na vézô gwenn hô pléô; mé em eûz hô kréat, ha mé hô tougô; mé hô tieûbô.

5Out piou hoc’h eûs-hu va lékéat da vézâ hen̄vel, ha va c’heidet, ha va hévelébékéet? Piou hoc’h eûs-hu lékéat hén̄vel ouz-in?

6C’houi a denn aour euz hô ialc’h, hag a boéz arc’han̄t gan̄d ar valan̄s, hag a gémer eunn orféber, évid ôber eunn doué; ma vézô stouet dira-z-han̄, ha ma vézô azeûlét.

7Hé lakaad a réon̄t war hô diskoaz, hé zougen a réon̄t, hag é lékéon̄t anézhan̄ enn hé léac’h; hag hén̄ a choum énô hép fin̄va; hôgen pa c’harmin̄t out-han̄, na glevô két; ha pa vézin̄t glac’haret, n’hô dieûbô két.

8Hô pezet koun eûz a gémen̄t-sé, hag hô pezet méz; distroît enn hô kaloun, tûd fallakr.

9En̄vorit ar c’han̄tvédou ken̄t, pénaoz ounn Doué, ha n’eûz Doué all é-béd néméd-oun, ha n’eûz hini hén̄vel ouz-in.

10Mé eo a ziougan adaleg ar penn-ken̄ta, ar péz a dlé c’hoarvézout da zivéza, ha pell araok ar péz ha né két c’hoarvézet c’hoaz, ô lavarout: Va c’huzul a vézo stard, ha va holl ioulou a vézô sévénet.

11Mé a c’halvo eunn evn eûz ar sâv-héol, ha dén va ioul eûz a eur vrô bell; hé lavaret em eûz, hag hé sévéninn; hé lékéat em eûz em penn, hag her grinn.

12Sélaouit ac’hanoun, tûd kalet a galoun, c’houi péré a zô pell diouc’h ar reizded.

13Tôstéet em eûz va reizded, na vézô két daléet, ha va zilvidigez na vézô két gourzézet. Ar zilvidigez a likiinn é Sion, ha va gloar enn Israel. ———— XLVII. PENNAD. Disman̄tr rouan̄télez Babilon.

← Levr Izaia 43Read In The App, Free →Levr Izaia 45 →

Study Levr Izaia 44

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566