Levr Izaia 45:6
Droug a oa savet enn-oun out va fobl, distolet em bôa va digwéz, hô lekéat em bôa étré da zaouarn. N’ec’h eûz két gréat a drugarez enn ho c’hén̄ver, gwall bounnéréet éc’h euz da iéô war ar ré gôz;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 83:18Ha ra anavézin̄t pénaoz eo ann Aotrou da hanô, ha pénaoz n’eûz néméd-od a Uc’hel-meûrbéd enn douar holl. ———— LXXXIII. PSALM. Évid ann divez, évid ar gwaskellou, Psalm évit mipien Koré.
Ezekiel 39:21Ha mé a lakai va gloar é-touez ar brôadou; hag ann holl vrôadou a wélô ar varnédigez em bézô gréat, ha va dourn em bézô pounnéréet war-n-ézhô.
Malachi 1:11Râg adaleg ar sâv-héol bétég ar c’hûs-héol, eo brâz va hanô é-touez ar brôadou: hag é pép léac’h é réeur sakrifisou d’in, hag é kennigeur d’am hanô eur c’hennig glân: ô véza ma eo brâz va hanô é-touez ar brôadou, émé Aotrou ann arméou.