Levr Izaia 45
1Diskenn, azez er poultr, ô plac’h-iaouan̄k merc’h Babilon, azez war ann douar. N’eûz mui a drôn évid-od, merc’h ar C’haldéed, ha na vézi mui galvet bouk ha kizidik.
2Trô ar méan-vilin, ha mâl ar bleûd; diskouéz da benn noaz, dizôlô da ziskoaz, kerz da zivesker enn-noaz, treûz ar steriou.
3Da vézégez a vézô dizôlôet, da zismégan̄s a vézô gwélet; en em ven̄ji a rinn, ha dén na harzô ouz-in.
4Hon daspréner, péhini a zô hé hanô Aotrou ann arméou, san̄t Israel a raiô ann traou-zé holl (M).
5Azez, ha tâv, ha kéa enn amc’houlou, merc’h ar C’haldéed; râk na vézi mui galvet itroun ar rouan̄télésiou.
6Droug a oa savet enn-oun out va fobl, distolet em bôa va digwéz, hô lekéat em bôa étré da zaouarn. N’ec’h eûz két gréat a drugarez enn ho c’hén̄ver, gwall bounnéréet éc’h euz da iéô war ar ré gôz;
7Hag éc’h eûz lavaret: Da itroun é vézinn da-vikenn. N’éc’h eûz két mennet war gémen̄t-sé, ha né két deûet da zivez da goun d’id.
8Sélaou éta bréma, té péhini a zô kizidik, a choum er fisian̄s, hag a lavar enn da galoun: Mé a zô, ha n’eûz hini dreist-oun. Na zeuinn két da véza in̄tan̄vez, ha na vézinn két hep bugalé.
9Hôgen ann daou dra-zé a gouézô war-n-od war-eunn-drô enn eunn deiz, ar bréc’han̄der hag ann in̄tan̄vélez; ann holl boaniou a gouézô war-n-od, enn abek d’al lôd brâz eûz da strobinellou, hag enn abek da galéder da strobinellerien.
10Enn da zrougiez oud en em fisiet, hag éc’h eûz lavaret: N’eûz dén a gémen̄t am gwél; gan̄d da furnez, ha gan̄d da wiziégez oud bét touellet; ha lavaret éc’h eûz enn da galoun: Mé a zô, ha n’eûz hini dreist-oun.
11Don̄ a rai ann drouk war-nod, ha na wézi két a béléac’h é teûi; kouéza a rai wâr-n-od eur reûz, ha na helli ket harpa out-han̄; mac’het é vézi war-eunn-drô gan̄d eur boan ha na anavézez két.
12Sav gan̄d da strôbinellerien, ha gan̄d al lôd brâz eûz da strôbinellou, da béré oud en em rôet gan̄t kémen̄d a strîv adalek da iaouan̄ktiz; ha gwél hag hi a vézô talvoudek d’id, ha gwél ha té a vézô kréoc’h a gémen̄t-sé.
13Skuizet oud bét gan̄d al lôd brâz eûz da guzulierien. Ra zavô bréma ann diouganerien péré a zellé oud ann én̄v, a arvesté ar stéred, hag a nivéré ar misiou, évid diougani d’id ann traou da-zon̄t, ha ra zavétain̄t ac’hanod.
14Chétu in̄t deûet ével kôlô; ann tân en deûz hô losket; na zieûbin̄t két hô énéou eûz ar flamm grisias; na choumô két a c’hlaou out péhini mon̄d da domma, nag a dân évid azéza enn hé gén̄ver.
15Chétu pétrâ a zeûi ann holl draou-zé da béré é oaz en em rôet gan̄t kémén̄d a strîv; ar varc’hadourien péré hô dôa gréat kéfridi gan-éz adalek da iaouan̄tiz a iélô pép-hini d’hé dû, ha na choumô hini évid da zieûbi. ———— XLVIII. PENNAD. Dieûb Israel.