Levr Malac'hi 1:11
Râg adaleg ar sâv-héol bétég ar c’hûs-héol, eo brâz va hanô é-touez ar brôadou: hag é pép léac’h é réeur sakrifisou d’in, hag é kennigeur d’am hanô eur c’hennig glân: ô véza ma eo brâz va hanô é-touez ar brôadou, émé Aotrou ann arméou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 22:27Holl harzou ann douar hô dévézô koun eûz a gémen̄t-sé, hag a zistrôiô oud ann Aotrou: hag holl diadou ar brôadou a azeûlô dira-z-han̄,
Psalms 50:1Doué ann douéed, ann Aotrou en deûz komzet: hag hén̄ en deûz galvet ann douar, adalek ar sâv-héol bétég ar chûs-héol.
Psalms 67:2Évit ma anavézimp da hen̄t war ann douar, ha da zilvidigez é-touez ann holl vrôadou.
Psalms 86:9Ann holl vrôadou éc’h eûz gréat, a zeûi hag a azeûlô dira-z-od, Aotrou; hag hî a énorô da hanô,
Psalms 98:1Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez, ô véza m’en deûz gréat burzudou. Hé zourn déou hag hé vréac’h san̄tel hô deûz hor savétéet évit-han̄.
Psalms 138:5Deûet eo koun d’in eûz ann deisiou kôz; prédériet em eûz war da holl ôberiou; gwélet em eûz labouriou da zaouarn.