Levr Izaia 47
1Sélaouit, énézi; ha likiid évez, poblou a-bell: Ann Aotrou en deûz va c’halvet abaoé ma ounn ganet; adalek kôv va mamm en deûz bét koun enn-oun.
2Ével eur c’hlezé lemm en deuz lékéat va génou; gan̄t skeûd hé zourn en deûz va gwarézet, va lékéat en deûz ével eûr zaez dilennet; enn hé dron̄s en deûz va c’huzet.
3Hag hén̄ en deûz lavaret d’in: Va zervicher oud, Israel, ha mé en em veûlô enn-od.
4Ha mé em eûz lavaret: Enn-aner em eûz labouret, héb abek hag enn-aner em eûz dislébéret va ners; râk-sé va barn a zô gan̄d ann Aotrou, ha gôbr va labour gan̄t va Doué.
5Ha bréma é lavar ann Aotrou, péhini en deûz va doaréet adalek kôv va mamm da zervicher d’ézhan̄, évit ma tigasinn Jakob a-névez étrézég enn-han̄, ha pétrâ-bennâg n’en em unan két Israel gan̄t-han̄, mé a vézô meûlet dirâg ann Aotrou, ha va Doué a zeûi da véza va ners.
6Hag hén̄ a lavaraz: Nébeûd eo é vijez da zervicher d’in évit lakaad da zével breûriézou Jakob, hag évit lakaad da zistrei ouz-in dilerc’hiou Israel. Chétu é rôann ac’hanod da c’houlou d’ar brôadou, évit ma vézi va silvidigez bété pennou ann douar.
7Ével-henn é lavar ann Aotrou, daspréner Israel, hag hé zen̄t, oud ann éné disprizet, out sklâv ann drec’herien: Ar rouéed a wélô, hag ar brin̄sed a zavô, hag hî a stouô enn abek d’ann Aotrou, péhini a zô bét féal, ha da zan̄t Israel, péhini en deûz da zilennet.
8Ével-henn é lavar ann Aotrou: Enn amzer vâd em eûz klévet ouz-id, hag é deiz ar zilvidigez em eûz da gen-nerzet; da viret em eûz, hag em eûz da rôet da gévrédigez d’ar bobl, évit ma savchez ann douar, ha m’ez pijé ann digwésiou skiñet.
9Évit ma lavarchez d’ar ré a oa er vâc’h: Id er-méaz; ha d’ar ré a oa enn amc’houlou: Bézit goulaouet. War ann hen̄chou é peûrin̄t, hag enn holl gompézennou é vézô hô feûrvan.
10N’hô dévézô két naoun, n’hô dévézô két séc’hed, hag ar c’hrouéz hag ann héol na gouézô két war-n-ézhô: râg ann hini en deûz truez out-hô hô rénô, hag hô c’hasô da éva é feun̄teûniou ann douréier.
11Ha mé a lakai va holl vénésiou enn hen̄t, ha va raven̄chou a vézô uc’héléet.
12Chétu hî a zeûi a bell; lôd euz ann han̄tez-nôz, lôd eûz ar c’hûs-héol, ha lôd all eûz ar c’hrésteiz.
13Kanit, én̄vou, trid, douar, meûlit, ménésiou; râg ann Aotrou en deuz fréalzet hé bobl, truez en deûz bét oud hé béorien.
14Ha Sion é deuz lavaret: Ann Aotrou en deûz va dilézet, ann Aotrou en deûz va an̄kounac’héet.
15Hag eur c’hrég a hell an̄kou n ac’haad hé bugel; hag hî n’é dévézô két a druez out mâb hé c’hôv? Ha pa zeûfé-hî d’hé an̄kounac’haat, na an̄kounac’hainn két ac’hanod.
16Chétu em euz da skrivet em dourn: da vuriou a zô bépréd dira-z-oun.
17Ar ré a dlé da zével a-névez a zô deûet; ar ré a zispenné, hag a skiñé ac’hanod, a zô éat er-méaz ac’hanod.
18Saô da zaoulagad enn-drô d’id, ha gwél; ar ré-zé holl en em stroll, hag a zeû d’az kavout: Evel ma ounn béô, émé ann Aotrou, é wiski ar ré-man̄ holl ével eur zaé, hag é likii anézhô war da drô ével eur c’hrég.
19Râk da lec’hiou didûd, da lec’hiou distrô, ha da zouar gwastet a vézô ré en̄k évid ar ré a choumô enn-hô; hag ar ré a loun̄ké ac’hanod a déc’hô pell.
20Bugalé da heskder a lavarô c’hoaz oud da ziskouarn: En̄k eo al léac’h-man̄ d’in; grâ eul léac’h éc’hon d’in ma chouminn enn-han̄.
21Ha té a lavarô enn da galoun: Piou en deûz ganet ar ré-man̄ d’in, ha mé hesk, ha na c’hanenn két, ha mé divrôet, ha sklâv? Piou en deûz maget ar ré-man, ha mé dilézet ha va-unan; a béléac’h in̄t-hi deûet?
22Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu éc’h astenninn va dourn d’ar brôadou, hag é savinn va arouéz dirâg ar boblou; hag hî a zigasô da vipien étré hô divrec’h, hag a zougô da verc’hed war hô diskoaz.
23Ar rouéed a vézô da vagérien d’id, hag ar rouanézed da vagérézed d’id; hî a azeûlô ac’hanod ô lakaad hô génou oud ann douar, hag a lipô poultr da dreid. Ha té a wézô pénaoz éo mé ann Aotrou, ha pénaoz ar ré a laka hô géd enn-oun na vézin̄t két mézékéet.
24Ha béz’ é helleur tenna hé breiz dioud eunn dén kré, pé dieubi hé sklâv dioud eunn dén galloudek?
25Hôgen ével-henn é lavar ann Aotrou: Ar ré a oa bét preizet gan̄d ann dén kré a vézô tennet diout-han̄, hag ar ré a oa bét lékéat da sklaved gan̄d ann dén galloudek, a vézô dieûbet. Ar ré hô dôa da varnet a varninn, ha da vugalé a zieûbinn.
26Ha mé a lakai da énébourien da zibri hô c’hîg hô-unan, ha d’en em vezvi gan̄d hô goad hô-unan, ével gan̄t gwîn c’houék: ha pép kîk a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou da Zalver, ha da zaspréner kré, ô Jakob. ———— L. PENNAD. Disman̄tr énébourien ar Mési.