Levr Izaia 47:6
Hag hén̄ a lavaraz: Nébeûd eo é vijez da zervicher d’in évit lakaad da zével breûriézou Jakob, hag évit lakaad da zistrei ouz-in dilerc’hiou Israel. Chétu é rôann ac’hanod da c’houlou d’ar brôadou, évit ma vézi va silvidigez bété pennou ann douar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 5:12Hôgen goudé m’hô dôé hon tadou tennet war-n-ézhô buanégez Doué ann én̄v, hén̄ hô lékéaz étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon ar C’haldéad; ann tî-zé a zisman̄traz ivé, hag é tizougaz hé bobl da Vabilon.
Isaiah 10:6Étrézég eur gwall vrôad é kasinn anézhan̄, hag a-énep pobl va frouden é kémenninn d’ézhan̄ mon̄t, évit ma tibourc’hô anézhan̄, ma preizô anézhan̄, ha ma flastrô anézhan̄ dindân hé dreid ével fan̄k ar ruiou.
Isaiah 14:17En deuz lékéat ar béd didûd, en deuz diskaret hé gériou, en deuz dalc’het er vac’h ar ré en dôa kéméret er brézel?