Levr Izaia 47:9
Évit ma lavarchez d’ar ré a oa er vâc’h: Id er-méaz; ha d’ar ré a oa enn amc’houlou: Bézit goulaouet. War ann hen̄chou é peûrin̄t, hag enn holl gompézennou é vézô hô feûrvan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ruth 1:20Hag hî a lavaraz d’ézhô: N’am hanvit két Noémi (da lavaroud eo, kaer) hôgen va hanvit Mara (da lavaroud eo, c’houérô), râg ann Holl-C’halloudek en deûz va c’harget a c’houervder.
Isaiah 13:18Hôgen laza a rain̄t ar vugaligou gan̄d hô saésiou; n’hô dévézô ket a druez oud ar ré a vézô c’hoaz é kôv hô mamm; hag hô lagad na espernô két ar ré névez-ganet.
Isaiah 47:12Chétu hî a zeûi a bell; lôd euz ann han̄tez-nôz, lôd eûz ar c’hûs-héol, ha lôd all eûz ar c’hrésteiz.
Daniel 2:2Hôgen ar roué a gémennaz ma vijé strollet ann diouganérien, hag ann dud-fûr, hag ar strobinellérien, hag ar C’haldéed, évit ma rôjen̄t da anaout d’ar roué hé huvré; pa oen̄t deûet, é choumchon̄t enn hô zâ dirâg ar roué.
Daniel 5:7Hag ar roué a réaz eur garm brâz, hag a zigémennaz ar ré fûr, ar C’haldéed, hag ar strôbinellerien. Hag ar roué a gomzaz, hag a lavaraz da ré fûr Babilon: Piou-bennâg a lennô ar skrîd-zé, hag a ziskleriô d’in ann displég anézhan̄, a vézô gwiskét gan̄t limestra, en dévézô eur gelc’hen aour oud hé c’houzoug, hag a vézô ann trédé eûz va rouan̄télez.