Levr Izaia 47:8
Ével-henn é lavar ann Aotrou: Enn amzer vâd em eûz klévet ouz-id, hag é deiz ar zilvidigez em eûz da gen-nerzet; da viret em eûz, hag em eûz da rôet da gévrédigez d’ar bobl, évit ma savchez ann douar, ha m’ez pijé ann digwésiou skiñet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 18:7Ar pemp dén éta a iéaz hag a zeûaz da Lais: hag hî a wélaz ar bobl a choumé er géar-zé, hervez boaz ar Sidonied, héb aoun é-béd, é péoc’h, hag é fisian̄s, héb énébour é-béd, pinvidik-brâz, pell eûz a Zidon, ha rannet diouc’h ann dûd all.
Psalms 10:5Doué n’éma két dira-z-han̄: hé hen̄chou a zô saotret é péb amzer. Da varniou a vézô lamet a zirâg hé zaoulagad; aotrounia a rai war hé holl énébourien.
Isaiah 22:12Hag hén̄ en deûz lavaret: Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui; saô ha kéa dré vôr bété Kétim; ha na gavi két zôkén a éhan énô.
Isaiah 45:6Droug a oa savet enn-oun out va fobl, distolet em bôa va digwéz, hô lekéat em bôa étré da zaouarn. N’ec’h eûz két gréat a drugarez enn ho c’hén̄ver, gwall bounnéréet éc’h euz da iéô war ar ré gôz;
Isaiah 47:10N’hô dévézô két naoun, n’hô dévézô két séc’hed, hag ar c’hrouéz hag ann héol na gouézô két war-n-ézhô: râg ann hini en deûz truez out-hô hô rénô, hag hô c’hasô da éva é feun̄teûniou ann douréier.
Jeremiah 50:31Hôgen er seizved bloaz ha trégon̄t goudé ma oa bét dizouget Joac’hin, roué Juda, enn daouzékved mîz, er pémpved deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz, Évilmérodac’h, roué Babilon, er bloaz ken̄ta eûz hé rén, a assavaz penn Joac’hin, roué Juda, hag a dennaz anézhan̄ eûz a dî ar vâc’h.