Levr Izaia 49:23
Hôgen mé hé lakai étré daouarn ar ré hô deûz da vuéléet, hag hô deûz lavaret d’as éné: Stou, m’az aimp ébiou; lékéat éc’h eûz da gorf ével eunn douar, hag ével eunn hen̄t d’ann dréménidi. ———— LII. PENNAD. Gloar ha vuelded ar Mési.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 1:2Ével-henn é lavar Sirus, roué ar Bersied: Ann Aotrou, Doué ann én̄v, en deûz roet d’in holl rouan̄télésiou ann douar; hag hen̄ en deûz gourc’hémennet d’in ma zavchenn eunn tî d’ézhan̄ é Jéruzalem, a zô er Judéa.
Ezra 7:11Hôgen chétu skouér al lizer a rôaz ar roué Artaksersez da Esdras ar bélek, skrivañer desket-brâz é geriou hag é kélennou ann Aotrou, hag enn hé lidou enn Israel.
Esther 8:1Enn deiz-zé ar roué Assuérus a rôaz d’ar rouanez Ester tî Aman, énébour ar Iuzevien, ha Mardoché a iéaz dirâg ar roué. Râg Ester é dôa an̄savet d’ar roué pénaoz é oa hé-man̄ éon̄tr d’ézhi.
Psalms 25:3Na raet két va énébourien goab ac’hanoun; râg ar ré holl a c’hortoz ac’hanod, na vézin̄t két reûstlet.
Psalms 68:31Kannaded a zeûi eûz ann Éjipt; ann Étiopia a astennô da gen̄ta hé daouarn étrézé Doué.