Levr Izaia 52:11
Paour kéaz, péhini a zô bét ker pell horellet gan̄d ann arné, hép dic’hlac’har é-béd; chétu mé a zavô da vein enn hô reiz, hag a ziazézô ac’hanod gan̄t safirou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 5:2Ma laka eunn dén hé zourn war eunn dra-bennâg a zô louz, pé war eunn dra a vézô bét lazet gan̄d eul loen, pé a vézô marô anézhan̄ hé-unan, pé war eul loen stlej, ha pa en défé an̄kounac’héat hé lousdoni, eo kabluz ha faziet en deûz;
Leviticus 11:26Kémen̄t loen en deûz karn, ha né két faoutet, ha na zaskir két, a vézô dic’hlan; ha néb a lakai hé zourn war-n-ézhan̄, a vézô saotret
Leviticus 11:47Evit ma anavézot ar péz a zô glân dioc’h ar péz a zô dic’hlan, ha ma wiot pétrâ a dléit da tibri pé da zisteûrel. ———— XII. PENNAD. Glanérez ar gragez.
Leviticus 21:6Sen̄t é vézin̄t évid hô Doué, ha na zaotrin̄t két hé hanô: rag hî a gennig ézan̄s ann Aotrou, ha baraou hô Doué; ha rak-sé é vézin̄t sen̄t.
Numbers 16:26Hag hén̄ a lavaraz d’ar ré a oa dastumet énô: Pellait diouc’h teltou ann dûd fallagr-zé, ha na likit két hô taouarn war nétrâ eûz a gémen̄t a zô d’ézhô, gand aoun na vec’h strôbet enn hô féc’héjou.
Ezra 1:7Ar roué Sirus a zistolaz ivé d’ézhô listri templ ann Aotrou en dôa digaset Nabukodonosor eûz a Jéruzalem, hag en dôa lékéat é templ hé Zoué.