Leviegezh 5:2
Ma laka eunn dén hé zourn war eunn dra-bennâg a zô louz, pé war eunn dra a vézô bét lazet gan̄d eul loen, pé a vézô marô anézhan̄ hé-unan, pé war eul loen stlej, ha pa en défé an̄kounac’héat hé lousdoni, eo kabluz ha faziet en deûz;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 5:4Ma en deûz eunn dén touet ha lavaret gan̄d hé vuzellou, ha krétéet gan̄d hé lé ha gan̄d hé c’heriou pénaoz é rajé eunn dra zroug pé eunn dra vâd; goudé béza an̄kounac’héat hé fazi, mar teû pelloc’h d’hé anaout,
Leviticus 7:21Ha piou-bennâg en dévézô lékéad hé zourn war lousdoni eunn dén pé eul loen, pé eunn dra all a hell saotra, hag en dévézô debret eûz ar c’hîk-zé, a varvô eûz a greiz hé bobl.
Leviticus 11:24Ha piou-bennâg a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô saotret, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Deuteronomy 14:8Goudé béza lavaret kémen̄t-se, é livirin̄t c’hoaz, ô komza oud ar bobl: Piou eo ann dén aounik ha laosk a galoun? Éat, ha distrôet d’hé dî, gan̄d aoun na zeûjé da spoun̄ta kalounou hé vreûdeûr, ével ma eo saouzanet hé-unan gan̄d ar spoun̄t.
Isaiah 52:11Paour kéaz, péhini a zô bét ker pell horellet gan̄d ann arné, hép dic’hlac’har é-béd; chétu mé a zavô da vein enn hô reiz, hag a ziazézô ac’hanod gan̄t safirou.
Luke 11:44Gwa c’houi, péré a zô ével bésiou ha na wéleur két, ha war béré é valé ann dûd, héb hô anaout.