Levr Izaia 53:12
Râg el lévénez éz éot-kuît, hag er péoc’h é viot kaset. Ar menésiou hag ar c’hrec’hiennou a ganô kanaouennou a veûleûdi dira-z-hoc’h, hag holl wéz ar vrô a stlakô ével ma ho défé daouarn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 22:14Ével dour ounn bét dinaouet, ha va holl eskern a zô bét diléc’het. Va c’haloun em c’hreiz a zô deûet ével koar zô ô teûzi.
Isaiah 52:15Chétu é teûi tûd da choum enn-od, ha na oan̄t két gan-én̄; hag ar ré a ioa divrôidi évid-od, en em unvanô gan-éz.
Isaiah 53:8Râk vâ ménosiou n’in̄t két hô ménosiou, hag hoc’h hen̄chou n’in̄t két va hen̄chou, émé ann Aotrou.
Daniel 2:45Hag ével ma éc’h eûz gwélet pénaoz ar méan a zô en em zistaget eûz ar ménez, hép dourn é-béd, en deûz brévet ar prî, hag ann houarn, hag ann arem, hag ann arc’han̄t, hag ann aour, ann Doué brâz en deûz diskouézet d’ar roué ar péz a dlé da c’hoarvézout enn amzer da zon̄t; ével-sé ann huvré a zô gwîr, ha gwirion hé displég.