Levr Izaia 54:4
Râg ével-henn é lavar ann Aotrou d’ar spazéien: D’ar ré a vîr va deisiou sabbat, a zilenn ar pez a ioulann, hag a zalc’h va c’hévrédigez,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 11:16Da reûz zô-kén a an̄kounac’hai, ha n’az pézô koun anézhan̄ néméd ével eûz ann dour az â ébiou.
Isaiah 41:14Ével-henn é lavar ann Aotrou, hô taspréner, san̄t Israel: Enn abek d’é-hoc’h em eûz kaset da Vabilon, hag em eûz diskaret hé holl harzou, hag ar C’haldéed, péré a lékéa hô fisian̄s enn hô listri.
Isaiah 51:7Kenniget eo bét, ô véza ma eo bét fellet gan̄t-han̄; ha n’en deûz két digoret hé c’hénou; ével eunn dan̄vad da laza eo bét kaset, hag ével eunn oan mûd eo bét rôet d’ann touzer, ha na zigorô két hé c’hénou.
Ezekiel 16:22Ha goudé da holl argarzidigézou ha da c’hadélézou, n’éc’h eûz két bét a goun eûz a zeisiou da iaouan̄ktiz, pa oaz enn noaz, ha leûn a véz, ha flastret enn da c’hoad.