The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 54

1Ével-henn é lavar ann Aotrou: Mirid ar varn, ha grîd ar reizded: râg abars némeur é teûi va zilvidigez, hag en em ziskouezô va reizded.

2Gwenvidig eo ann dén a râ kémen̄t-sé, ha mâb ann dén péhini a heûl ann dra-zé; péhini a vîr ar sabbat héb hé zaotra, hag a ziwall na rajé hé zaouarn droug é-béd.

3Ha na lavaret két ann diavésiad, péhini a vézô en em rôet d’ann Aotrou: Ann Aotrou en deûz va rannet, va diframmet dioud hé bobl; ha na lavaret két ar spâz: Chétu mé a zô eur c’héf krin.

4Râg ével-henn é lavar ann Aotrou d’ar spazéien: D’ar ré a vîr va deisiou sabbat, a zilenn ar pez a ioulann, hag a zalc’h va c’hévrédigez,

5É rôinn eul léac’h em zî hag é-kreiz va môgériou; hag eunn hanô a vézô gwelloc’h égét mipien ha merc’hed; eunn hanô peûr-baduz a rôinn d’ézhô, ha na vézô bikenn kollet.

6Ma en em rô bugalé ann diavésiad d’ann Aotrou, ma azeûlon̄t anézhan̄, mar karon̄t hé hanô, ha mar bézon̄t servichérien d’ézhan̄; kémen̄d hini a virô ar sabbat, héb hé zaotra, hag a zalc’hô va c’hévrédigez,

7É tigasinn anézhô war va ménez san̄tel, hag é laouénainn anézhô é tî va féden. Ar sakrifisou hag ann hostivou a gennigin̄t war va aoter a vézô hétuz d’in: râk va zi a vézô galvet tî ar béden évid ann holl boblou.

8Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou Doué, péhini a stroll ar ré skiñet euz a Israel: Strolla a rinn c’hoaz out-han̄ ar ré en em strollô gan̄t-han̄.

9Loéned ar parkou, loéned ar c’hoajou, deûit holl da loun̄ka.

10Hé évésidi a zô dall holl; diwiziek in̄t holl; châs mûd in̄t péré na hellon̄t két harza, péré a wél teûsiou, a gousk, hag a gâr ann huvréou.

11Châs divézet in̄t, péré n’in̄t morsé gwalc’het; mésérien in̄t, péré n’hô deûz poell é-béd: pép-hini a zistrô enn hé hen̄t; pép-hini a glask hé c’hounid, adaleg ar brasa bétég ar bihana.

12Deûit, evomp, hag en em vezviomp; ha bézet war-c’hoaz ével hiriô, ha c’hoaz ouc’h-penn. ———— LVII. PENNAD. Ann Aotrou a zigasô ar péoc’h war ann douar.

← Levr Izaia 53Read In The App, Free →Levr Izaia 55 →

Study Levr Izaia 54

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566