Levr Izaia 56:1
Garm, ha na éhan; sâv da vouéz ével eur c’horn-boud; embann d’am bobl hé wallou, ha da dî Jakob hé béc’héjou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 24:4Néb a zô dinam hé zaouarn, ha glân hé galoun; néb n’en deûz két kéméret hé éné enn-aner, ha n’en deûz két touet é gaou d’hé nésa.
Psalms 85:9Évit-gwîr hé zilvidigez a zô tôst d’ar ré a zouj anézhan̄; hag ar c’hloar a choum enn hon douar.
Isaiah 1:16En em walc’hit, bézit glân, tennit a zirâk va daoulagad drougiez hô ménosiou: éhanit ôber drouk;
Isaiah 46:13Va dourn eo en deûz diazézet ann douar, va dourn déou eo en deûz men̄tet ann én̄vou,; mé hô galvô, hag hî a zavô kévret.
Isaiah 55:7War eur ménez uc’hel-brâz éc’h eûz lékéat da wélé; hag oud piñet dî évit laza hostivou.
Hosea 12:7Hôgen mé a vézô évit-hô ével eul léonez, ével eul léonpard war hen̄t ann Assiria.