The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 56

1Garm, ha na éhan; sâv da vouéz ével eur c’horn-boud; embann d’am bobl hé wallou, ha da dî Jakob hé béc’héjou.

2Râk bemdez é klaskon̄t ac’hanoun, hag é fell d’ézhô anaout va hen̄chou, ével eur vrôad é dévijé heûliet ar reizded, ha né dévijé két dilézet barnédigez hé Doué; kuzul é c’houlennon̄t digan-én̄ diwar-benn barnédigézou ar reizded; béz’ é fell d’ézhô tôstaad ouc’h Doué.

3Pérâg hon eûz-ni iunet, émé-z-hô, ha n’éc’h eûz két sellet ouz-omp? Hon eûz-ni vuéléet hon énéou, ha n’éc’h eûz két hé wézet? Chétu enn deiz é péhini é iunit en em gav hoc’h ioul, hag é c’houlennit kémen̄d a zô dléet d’é-hoc’h.

4Chétu é iunit évit breûdou ha ren̄daélou; hag é skôit didruez gan̄d hô tourn. Na iunit két ével ma hoc’h eûz gréat bété vréma, ô lakaad da glévout hô karm kenn uc’hel.

5Hag hen-nez eo ar iûn em eûz dilennet, ma wanô eunn dén hé éné héd eunn deiz? Ma kroummô hé benn ével eur c’helc’h, ma c’hourvézô war ar sâc’h ha war al ludu? Ha kémen̄t-sé a c’halvit eur iûn, hag eunn deiz hétuz d’ann Aotrou?

6Ar iûn em eûz dilennet ha né két ken̄toc’h héman̄? Torr chadennou ar fallagriez, diskarg bec’hiou ar ré a zô mac’het; kâs dieûb ar ré a zô é sklavérez, ha torr ann holl c’héviou.

7Rann da vara gan̄d ann hini en deûz naoun, ha digas enn da dî ar ré baour, hag ar ré zivrôet; pa wéli eur ré enn-noaz, gwisk-hén̄, ha na zispriz két da gîk da-unan.

8Neûzé da c’houlou a darzô ével goulou-deiz, hag é teûi buan da véza iac’h; da reizded a gerzô enn da raok, ha gloar ann Aotrou az dilennô.

9Neûzé é c’halvi, hag ann Aotrou a zélaouô ouz-id; é c’harmi, hag é lavarô: Chétu mé. Mar tennez ar chaden eûz da zargreiz, ma éhanez da astenna da vîz, ha da gomza enn eunn doaré dizéréad:

10Mar ken-nerzez a-galoun-vâd ann hini en deûz naoun, mar fréalzez ar ré c’hlac’haret, da c’houlou a zavô enn dévalien, ha da dévalien a vézô ével ar c’hrésteiz.

11Ann Aotrou a rôi d’id éhan bépréd, hag a leûniô da éné gan̄d hé skédou, hag a lardô da eskern; hag é vézi ével eul liors douret bépréd, hag ével eur feun̄teun é péhini na ziouér két ann dour.

12Al lec’hiou enn-od péré a vézô didûd pell a vézô, a zeûi da véza leûn a ziez; té a zavô diazézou kalz brôadou; ha té a vézô galvet saver girsier, hag aozer raven̄tou évid ann éhan.

13Ma na gerzez két é deiz ar sabbat, ma na réz két da ioul em deiz santel, mar galvez ar sabbat eunn éhan dudiuz, eunn deiz san̄tel hag hétuz d’ann Aotrou, mar mirez anézhan̄ héb heûlia da hen̄chou, hép klaskout da ioul, hép komza enn-anér:

14Neûzé é kavi da zudi enn Aotrou, ha mé az gorréô dreist ar péz a zô ann uc’héla war ann douar, hag é rôinn d’id évid en em vaga digwéz Jakob da dâd; râg génou ann Aotrou en deûz komzet. ———— LIX. PENNAD. Péc’héjoû Israel a vîr na vézô dieûbet.

← Levr Izaia 55Read In The App, Free →Levr Izaia 57 →

Study Levr Izaia 56

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566