Levr Izaia 56:2
Râk bemdez é klaskon̄t ac’hanoun, hag é fell d’ézhô anaout va hen̄chou, ével eur vrôad é dévijé heûliet ar reizded, ha né dévijé két dilézet barnédigez hé Doué; kuzul é c’houlennon̄t digan-én̄ diwar-benn barnédigézou ar reizded; béz’ é fell d’ézhô tôstaad ouc’h Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 13:17Râk-sé é tamalliz ar ré gen̄ta eûz a Juda, hag é liviriz d’ézhô: Pétrâ eo ann drouk-zé a rît? Ha pérâg é saotrit-hu deiz ar sabbat?
Psalms 15:1Aotrou, piou a choumô enn da delt? Pé piou a éhanô war da vénez san̄tel?
Psalms 37:27Distrô diouc’h ann drouk, ha grâ ar mâd; hag ez pézô eunn tî peûr-baduz.
Psalms 112:1Gwenvidig eo ann dén a zouj ann Aotrou, hag a zéven hé c’hourc’hémennou a ioul vâd.