Levr Izaia 56:5
Hag hen-nez eo ar iûn em eûz dilennet, ma wanô eunn dén hé éné héd eunn deiz? Ma kroummô hé benn ével eur c’helc’h, ma c’hourvézô war ar sâc’h ha war al ludu? Ha kémen̄t-sé a c’halvit eur iûn, hag eunn deiz hétuz d’ann Aotrou?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 26:1Enn deiz-zé ann Aotrou a emwélô gan̄d hé glézé kalet, brâz ha kré, Léviatan ann aer spék, Léviatan ann aer widiluz; hag hén̄ a lazô ar môr-varc’h a zô er mor.
Isaiah 55:13Pa c’harmi, ra zeûi d’az dieûbi ar ré éc’h eûz strollet; hôgen ann avel hô skiñô holl, eur c’houézaden hô c’hasô-kuît. Hogen ann hini a laka hé fisian̄s enn-oun, en dévézô ann douar é digwéz, hag a biaouô va ménez san̄tel.
Isaiah 62:12Goudé-zé, Aotrou, ha té en em zalc’hô c’hoaz? Ha té a davô, hag a c’hlac’harô ac’hanomp gan̄d diboell? ———— LXV. PENNAD. Galvidigez ar Jen̄tiled. Dilerc’h ar Iuzevien miret.