Levr Izaia 56:4
Chétu é iunit évit breûdou ha ren̄daélou; hag é skôit didruez gan̄d hô tourn. Na iunit két ével ma hoc’h eûz gréat bété vréma, ô lakaad da glévout hô karm kenn uc’hel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 25:10Holl hen̄chou ann Aotrou a zô trugarez ha gwirionez, évid ar ré a en̄klask hé gevrédigez hag hé desténiou.
Isaiah 27:5Hag ann niver eûz ar ré a skiñô ac’hanod, a vézô ével poultr munud; hag al lôd brâz eûz ar ré a aotrouniô ac’hanod, a vézô ével ar plouz a ia ébiou; ha kémen̄t-sé a c’hoarvézô war-eunn-taol.
Isaiah 56:2Râk bemdez é klaskon̄t ac’hanoun, hag é fell d’ézhô anaout va hen̄chou, ével eur vrôad é dévijé heûliet ar reizded, ha né dévijé két dilézet barnédigez hé Doué; kuzul é c’houlennon̄t digan-én̄ diwar-benn barnédigézou ar reizded; béz’ é fell d’ézhô tôstaad ouc’h Doué.
Jeremiah 50:5Hag ar géar a oé grounnet bétég ann unnékved bloaz eûz a rén Sédésias.
Hebrews 6:17Doué ô felloud d’ézhan̄ ivé diskouéza da héred ann diougan ar stardder eûz hé ali, en deûz lékéat hé lé ouc’h-penn.