Levr Izaia 57:4
N’eûz dén a c’halv ar reizded, nag a varn gan̄t gwirionez; hôgen lakaad a réon̄t hô fisian̄s é nétrâ, ha na lévéron̄t némét gévier: ar c’hlac’har a en̄géhen̄ton̄t, hag ar fallagriez a c’hanon̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 16:11Ha ma zavô hoc’h holl dûd a-éneb ann Aotrou? Rak pétrâ eo Aaron évit ma grôzfac’h enn hé énep?
Judges 16:25Hag hî en em laouéneaz ô banvéza, ha pa oé gréat hô banvez, é c’hourc’hémenchon̄t gervel Samson evit ma c’hoan̄jé dira-z-hô. Ha Samson ô véza bét digaset eûz ar vâc’h, a c’hoan̄ié dira-z-hô: hag hî a lékéaz anézhan̄ enn hé zâ étré daou beûl.
Job 16:9Va c’hrizou a zô da desténi em énep, hag eunn dén gan̄d hé c’hevier a zâv em énep evid énébi dira-z-oun.
Psalms 22:13Digoret hô deûz hô génou war-n-oun, ével eul léon skrapuz ha iuduz.
Psalms 35:21Hag hî hô deûz digoret-brâz hô génou war-n-oun, ô lavarout: Mâd, mâd, hon daoulagad hô deûz gwélet.