Levr ar Varnerien 16:25
Hag hî en em laouéneaz ô banvéza, ha pa oé gréat hô banvez, é c’hourc’hémenchon̄t gervel Samson evit ma c’hoan̄jé dira-z-hô. Ha Samson ô véza bét digaset eûz ar vâc’h, a c’hoan̄ié dira-z-hô: hag hî a lékéaz anézhan̄ enn hé zâ étré daou beûl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 16
Cross References
Judges 9:27A iéaz dré ar parkeier, ô wasta ar gwiniennou, hag ô vac’ha ar rézin: hag ô véza gréat bagadou kanerien, éz éjon̄t ébarz templ hô doué; hag étré ar banvésiou hag ar gwérennadou, é villigen̄t Abimélek.
Judges 19:6Hag hî a azézaz, a zebraz hag a évaz hô zri. Hag ann tâd-kaer a lavaraz d’hé vâp-kaer: Choum gan-é-omp hiriô, mé az péd, hag en em laouénaomp kévret.
2 Samuel 13:28Hôgen Absalom en dôa gourc’hémennet d’hé baotred, ô lavarout: Likid évez pa vézô Amnon mézô gan̄d ar gwin, ha pa livirinn d’é-hoc’h: skôit-hén̄, ha lazit-hén̄: n’hô pézet két a aoun; râk mé eo a c’hourc’hemenn kémen̄t-sé d’é-hoc’h. En em grévait ha bézit tûd a galoun.
Esther 3:15Ar réderien a oa kaset a iéa buhan, évit sévéni gourc’hémenn ar roué. Râk-tâl é oé staget ar gourc’hémenn-zé é Suza, en̄dra ma édô ar roué hag Aman ô banvézi, hag ann holl Iuzevien a oa é kéar ô skuḻa daélou. ———— IV. PENNAD. Mardoché a rô da anaout fallagriez Aman da Ester.
Psalms 35:15Hôgen hî a zô en em laouénéet diwar va fenn, hag a zô en em strollet ouz-in; kalz gloasiou hô deûz savet war-n-oun, hép ma wienn pérâk.
Psalms 69:26O véza ma hô deûz heskinet ann hini ez pôa skôet; hag hî hô deûz kresket c’hoaz poan va gouli.