Levr Izaia 57:9
Râk-sé ar varnédigez a bella diouz-omp, hag ar reizded na hell két hon tizout; ar goulou a c’hortozomp, ha chétu ann dévalien; ar skéd, hag é valéomp enn amc’houlou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 7:17Sparfet em eûz va gwélé gan̄t mirr, aloez ha sinamom.
Isaiah 30:1Chétu é rénô ar roué gan̄t reizded, hag é aotrouniô ar brin̄sed gan̄t barnédigez.
Ezekiel 16:33D’ann holl merc’hed fall (M) é rôeur gôbr; hôgen té éc’h eûz rôet gôbr d’ar ré holl a garé ac’hanod; ha té a réa rôou d’ézhô, évit ma teujen̄t a bép tû d’az kavout, évid en em rei d’ar c’hadélez gan-éz.
Ezekiel 23:40Hag hî hô deûz klasket tûd péré a zeûé a bell, da béré hô dôa kaset kannaded; ha chétu hî a zô deûet; ha té a zô en em walc’het, hag éc’h eûz lékéat liou dindân da zaoulagad, hag oud en em gin̄klet é doaré ar merc’hed a neûz vâd.
Hosea 7:11O véza ma en deûz Éfraim paottet ann aotériou évit péc’hi, eo bét gréat d’ézhan̄ aotériou évid ar gwall.