Levr Izaia 57:10
Pafala a réomp a-héd ar môgériou ével tûd-zall, toulbaba a réomp ével pa vemp dilagad; en em steki a réomp da grésteiz ével pa vé nôz, enn dévalien émomp ével tûd-varô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 47:13Kanit, én̄vou, trid, douar, meûlit, ménésiou; râg ann Aotrou en deuz fréalzet hé bobl, truez en deûz bét oud hé béorien.
Jeremiah 2:36Pégen disprizet oud deûet da véza, ô von̄d adarré enn da hen̄chou! Mézékéet é vézi gan̄d ann Éjipt, ével ma oud bét mézékéet gan̄d ann Assiria.
Jeremiah 5:3Da zaoulagad, Aotrou, a zell oud ar wirionez; skôet éc’h eûz gan̄t-hô, ha n’in̄t két bét poaniet; hô brévet éc’h eûz, ha né két fellet d’ézhô digémérout ar c’hélen; lékéat hô deûz hô dremmou kalétoc’h égéd ar méan, ha né két fellet d’ézhô distrei.
Jeremiah 18:12Ével-sé é rinn d’al léac’h-zé, émé ann Aotrou, ha d’ar ré a choum enn-han̄; hag é-c’hiz Tofet é likiinn ar géar-zé.
Ezekiel 24:12Enn aner eo bét labouret ha c’houézet évit tenna ar merkl anézhan̄, né két éat zôkén gan̄d ann tân.
Romans 7:9Hôgen c’houi na vévit két hervez ar c’hîk, hôgen hervez ar spéred, mar d-éma koulskoudé Spéred Doué enn-hoc’h. Mar d-eo unan-bennâg hép Spéred ar C’hrist gan̄t-han̄, hen-nez, n’eo kéd d’ézhan̄.