Levr Izaia 60:4
Na vézi mui galvet ann dilézet; ha da zouar na vézô mui galvet ann disman̄tret; hôgen té a vézô galvet va muia-karet, ha da zouar ann douar a zô pobl enn-han̄; râg ann Aotrou en deûz lékéat hé garan̄tez enn-od ha da zouar a vézô leûn a dûd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Eur gurunen a c’hloar é vézi é dourn ann Aotrou, hag eunn taled a roué é dourn da Zoué.
Cross References
Isaiah 11:12Sével a rai hé arouéz é-touez ar brôadou, hag é strollô ar ré eûz a Israel a oa bét tec’het; hag é c’hrounnô euz a bévar c’horn ann douar ar ré euz a Juda a oa bét skiñet.
Isaiah 42:6Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel, hag hé zaspréner, Aotrou ann arméou: Mé eo ar c’hen̄ta, ha mé eo ann divéza, ha n’eûz Doué all é-béd néméd-oun.
Isaiah 49:17Dihun, dihun, sâv, Jéruzalem, té péhini éc’h eûz évet eûz a zourn ann Aotrou kôp hé vuanégez: bété gwéled kôp ar mored éc’h eûz évet, bétég al lec’hid éc’h eûz sunet.
Isaiah 49:20Da vugalé a zô kouézet; gourvézet in̄t é penn ar ruou ével eunn tarô gouéz enn eul lindâg: gwalc’het in̄t bét gan̄t buanégez ann Aotrou, gan̄t kélen da Zoué.