The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 60

1Na davinn két enn abek da Zion, na éhaninn két enn abek da Jéruzalem, kén n’en em ziskouézô hé dén reiz ével eur skéd, kén na losko hé Salver ével eur c’hleûzeur.

2Ar brôadou a wélô da zén reiz, hag ann holl rouéed da zén brudet: eûz a eunn hanô névez é vézi galvet, a vézô bét rôet d’id gan̄t génou ann Aotrou.

3Eur gurunen a c’hloar é vézi é dourn ann Aotrou, hag eunn taled a roué é dourn da Zoué.

4Na vézi mui galvet ann dilézet; ha da zouar na vézô mui galvet ann disman̄tret; hôgen té a vézô galvet va muia-karet, ha da zouar ann douar a zô pobl enn-han̄; râg ann Aotrou en deûz lékéat hé garan̄tez enn-od ha da zouar a vézô leûn a dûd.

5Ann ozac’h iaouan̄k a choumô gan̄d ar plac’h-iaouan̄k hé c’hrég, ha da vugalé a choumô enn-od. Ann ozac’h en em laouénai gan̄d hé c’hrég, ha da Zoué en em laouénai gan-éz.

6War da vuriou, Jéruzalem, em eûz lékéat gwarded; na davin̄t bikenn nag enn deiz, nag enn nôz; c’houi péré hoc’h eûz koun eûz ann Aotrou, na davit két,

7Ha na rôit két a béoc’h d’ézhan̄, kén na startai Jéruzalem, ha n’hé lakai da veûleudi war ann douar.

8Touet en-deûz ann Aotrou dré hé zourn déou, ha dré hé vréac’h kré: na rôinn mui da éd d’as énébourien évid en em vaga, ha bugalé ann diavésidi na évin̄t mui da wîn, péhini en deûz rôet kémen̄d a boan d’id.

9Hôgen ar ré hô deûz dastumet da éd, a zebrô anézhan̄, hag a veûlô ann Aotrou, hag ar ré hô deuz kutuḻet da wîn, a évô anézhan̄ em leurennou san̄tel.

10Tréménit, tréménit dré ar persier, aozit ann hen̄t évid ar bobl, kompézit ann hen̄t, tennid ar vein, ha savid ann arouéz d’ar boblou.

11Chétu ann Aotrou a rô da glévout kémen̄t-man̄ bétég harzou ann douar. Livirit da verc’h Sion: Chétu é teû da Zalver: chétu éma hé c’hôbr gan̄t-han̄, hag hé ôber dira-z-han̄.

12Hag hî a vézô galvet ar bobl san̄tel, ar ré zasprénet gan̄d ann Aotrou. Ha té a vézô galvet ar géar glasket, ha nann ar géar dilézet. ———— LXIII. PENNAD. Trugarézou ann Aotrou é-kén̄ver Israel.

← Levr Izaia 59Read In The App, Free →Levr Izaia 61 →

Study Levr Izaia 60

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566