Levr Izaia 61:4
Râk deiz ar ven̄jan̄s a zô em c’haloun, bloaz va dasprénadurez a zô deûet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 9:9Râk sklaved omp, hag hon Doué n’en deûz két hon dilézet enn hor sklavérez; hôgen digaset en deûz war-n-omp trugarez é-ken̄ver roué ar Bersied, évit ma rôjé d’é-omp ar vuez, ma savché tî hon Doué, hag hé lec’hiou dilézet, ha ma rôjé d’é-omp eunn digémer é Juda hag é Jéruzalem.
Isaiah 49:8Râg ével eur zaé é vézin̄t débret gan̄d ar prén̄ved, ével ar gloan é vézin̄t kriñet gan̄d ann tartouz; hôgen va zilvidigez a vézô peûr-baduz, ha va reizded a badô da vikenn.
Ezekiel 36:23Ha mé a zan̄télô va hanô brâz, a zô bét saotret é-touez ar brôadou, hoc’h eûz saotret c’houi enn hô c’hreiz: évit ma wézô ar brôadou pénaoz eo mé ann Aotrou, émé Aotrou ann arméou, pa vézinn bét san̄télet enn-hoc’h dira-z-hô.
Amos 9:14Lakaad a rinn va fobl a Israel da zistrei diouc’h ar sklavérez: hag hî a zavô a nevez ar c’heriou didud, hag a choumô enn-hô: gwiniennou a blan̄tin̄t, hag éc’h évin̄t eûz hô gwîn: liorsou a rain̄t, hag é tebrint eûz hô frouez.