Levr Amos 9:14
Lakaad a rinn va fobl a Israel da zistrei diouc’h ar sklavérez: hag hî a zavô a nevez ar c’heriou didud, hag a choumô enn-hô: gwiniennou a blan̄tin̄t, hag éc’h évin̄t eûz hô gwîn: liorsou a rain̄t, hag é tebrint eûz hô frouez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 61:4Râk deiz ar ven̄jan̄s a zô em c’haloun, bloaz va dasprénadurez a zô deûet.
Jeremiah 29:14Ar ré holl az karé hô deûz da anavézet, ha na glaskon̄t mui ac’hanod; ével eunn énébour em eûz skôet gan-éz, gan̄t krizder em eûz da gastizet, enn abek d’al lôd brâz eûz da fallagriézou, ha d’as kaléder er péc’héd.
Jeremiah 30:18Klévet, klévet em eûz Éfraim pa eo bét dizouget; va c’hélennet éc’h eûz, hag ounn bét desket, ével eunn tarô iaouan̄k dizon̄; distrô ac’hanoun, hag é tistrôinn ouz-id; râk té eo ann Aotrou, va Doué.
Jeremiah 31:28Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a lakai ar géar-man̄ étré daouarn ar C’haldéed, hag étré daouarn roué Babilon, hag hî hé c’hémérô.
Jeremiah 33:7Na zafot két a diez, ha na hadot két a éd, ha na blan̄tôt két a wini, ha n’ho pézô két anézhô; hogen dindan teltou é choumot héd hô teisiou, évit ma vévot pell-amzer war-c’horré ann douar, é pehini émoc’h ével diavésidi.