Levr Izaia 63:5
Péhini a lavar: Pella diouz-in, na dôsta két ouz-in, râk dic’hlan oud. Hî a vézô eur môged é deiz va frouden, enn tân hag a lôskô héd ann deiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Chétu eo skrivet dira-z-oun: na davinn két, hôgen rôet ha distolet é vézô gan-én̄ war hô askré.
Cross References
Psalms 94:16Piou a zavô gan-én̄ a énéb ar ré zrouk? Pé piou a choumô enn hé zâ em c’hichen a-éneb ar ré a ra fallagriez?
Psalms 107:12Hô c’haloun a zô bét vuéléet gan̄d al labouriou; dinerzet in̄t bét, ha né oa dén évid hô skoazella.
Isaiah 41:28Râk-sé em eûz diskouézet saotr prin̄sed ar san̄tuar, em eûz rôet Jakob d’ar marô, hag Israel d’ar vézégez. ———— XLIII. PENNAD. Meûrded Doué. Distervez ann idolou.
Isaiah 51:9Hag hén̄ a rôi ar ré fallagr évid hé véz, hag ann hini pinvidik évid hé varô; ô veza n’en deûz két gréat a fallagriez, ha n’eûz két bét a drôidel enn hé c’hénou.
Hosea 1:7Hag em bézô truez out tî Juda, hag é tieûbinn anézhô dré ann Aotrou hô Doué: ha na zieûbinn két anézhô gan̄d ar warek, na gan̄d ar c’hlézé, na gan̄d ar brézel, na gan̄d ar c’hézek, na gan̄d ar varc’héien.