Levr Izaia 64:4
Ha mé ivé a lakai va dudi oc’h ober goab anézhô, hag é tigasinn war-n-ézhô ar péz a réa aoun d’ézhô; rag galvet em eûz, ha dén n’en deûz respoun̄tet d’in; komzet em eûz, ha n’hô deûz két va sélaouet; hôgen hî hô deûz gréat ann drouk dirâk va daoulagad, hag hô deûz dilennet ar péz ha na fellé két d’in.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 9:7Abaoé deisiou hon tadou; ha nî ivé hon-unan hon eûz gwall béc’het bété vréman̄, hag enn hor fallagriézou omp bét lékéat nî, hag hor rouéed, hag hor béleien, étré daouarn rouéed ar brôadou, ha rôet d’ar c’hlézé, ha d’ar sklavérez, ha d’ar gwastérez, ha d’ar véz, ével ma omp c’hoaz hiriô.
Psalms 62:1Ha na zoujô két va éné da Zoué, pa eo digan̄t-han̄ é teûiô va zilvidigez?
Psalms 130:5Râk mé em eûz anavézet pénaoz eo brâz ann Aotrou, ha ma eo hon Doué dreist ann holl zouéed.
Isaiah 30:18Va fobl a arzaoô é kaerded ar péoc’h, dindân teltou dizaouzan, enn eunn arzaô a binvidigez.
Lamentations 3:25Mâd eo ann Aotrou d’ar ré a laka hô géd enn-han̄, d'ann éné a glask anézhan̄. THETH.
Daniel 9:8D’é-omb eo, Aotrou, ar vézégez, ha d’hon dremm, ha d’hor rouéed, ha d’hor prin̄sed, ha d’hon tadou, péré hô deûz péc’het.