Levr Izaia 64:5
Sélaouit gér ann Aotrou, c’houi péré a grén pa gomz; hô preûdeûr péré a gasa ac’hanoc’h, hag hô tispriz enn abek d’am hanô, hô deûz lavaret: Ra ziskouézô ann Aotrou hé c’hloar, ha nî hé gwélô enn hô lévénez; hôgen hî a vézô mézékéet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 37:4Laka da zudi enn Aotrou; hag hén̄ a rôiô d’id goulennou da galoun.
Psalms 103:17Hôgen trugarez ann Aotrou a zô a-viskoaz, hag a choumô da-vikenn war ar ré a zouj anézhan̄. Hag hé reizded a choumô war vugalé ar vugalé
Isaiah 1:30Râk don̄d a réôt ével eur wézen déro a béhini é kouéz ann déliou, hag ével eul liors hép dour.
Isaiah 27:8Hag ével eunn dén naounék oc’h huvréa pénaoz é tebr; hôgen pa eo dihunet, eo goullô hé éné; hag ével eunn dén sec’hedik oc’h huvréa pénaoz éc’h év; hôgen pa eo dihunet, eo c’hoaz skuîz ha sec’hedik, ha goullô hé éné; ével-sé é vézô al lôd brâz a boblou péré hô dévézô brézélékéet out ménez Sion.