The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 64

1Ével-henn é lavar ann Aotrou: Ann én̄v eo va c’hador, hag ann douar skabel va zreid: pé dî a zafot-hu d’in? Ha péhini eo léac’h va arzaô?

2Va dourn eo en deûz gréat kémen̄t-sé, hag in̄t bet gréad holl, émé ann Aotrou: out piou é sellinn-mé, néméd oud ar paour-kéaz, a zô man̄tret hé galoun, hag a grén pa gomzann.

3Ann hini a lâz eunn éjenn, a zô ével ann hini a lazché eunn dén; ann hini a rô ar marô da eunn oan, a zô ével ann hini a dorr hé benn da eur c’hi; ann hini a ra eur braoued-kennig d’in, a zô ével ann hini a gennigfé goad eunn houc’h. Ann hini a zeû da goun d’ézhan̄ dévi ézan̄s, a zô ével ann hini a azeûl eunn idol-bennâg. Kémen̄t-sé holl hô deuz dilennet enn hô hen̄chou, hag hô éné en deûz kavet hé zudi er fallagriézou-zé.

4Ha mé ivé a lakai va dudi oc’h ober goab anézhô, hag é tigasinn war-n-ézhô ar péz a réa aoun d’ézhô; rag galvet em eûz, ha dén n’en deûz respoun̄tet d’in; komzet em eûz, ha n’hô deûz két va sélaouet; hôgen hî hô deûz gréat ann drouk dirâk va daoulagad, hag hô deûz dilennet ar péz ha na fellé két d’in.

5Sélaouit gér ann Aotrou, c’houi péré a grén pa gomz; hô preûdeûr péré a gasa ac’hanoc’h, hag hô tispriz enn abek d’am hanô, hô deûz lavaret: Ra ziskouézô ann Aotrou hé c’hloar, ha nî hé gwélô enn hô lévénez; hôgen hî a vézô mézékéet.

6Mouéz eur bobl a glevann eûz a géar, eur vouéz eûz ann templ, mouéz ann Aotrou a rô d’hé énébourien ar péz a zellézon̄t.

7Abarz ar gwen̄trou é deûz gwilioudet; abarz ma oa deûet amzer ar gwilioud, é deûz ganet eur mâb.

8Piou en deûz biskoaz klévet eunn hévélep trâ? Piou en deûz gwélet eunn dra hén̄vel oud ann dra-man̄? Ann douar hag hén̄ a rô hé frouez enn eunn deiz? Pé eur bobl holl hag hén̄ a vézô ganet war-eunn-taol, ô véza ma é deûz gwilioudet Sion, ha ma é deûz ganet hé bugalé?

9Mé péhini a laka ar ré all da c’hénel, ha na c’haninn két, émé ann Aotrou? Mé péhini a rô d’ar ré all ar galloud da c’hénel, ha bréc’han̄ é vézinn, émé ann Aotrou da Zoué?

10En em laouénait gan̄t Jéruzalem, ha tridit gan̄t-hi, c’houi holl péré a gâr anézhi: en em laouénaid holl gan̄t-hi, c’houi péré a lén̄v diwar hé fenn:

11Évit ma ténot hé bronnou, ha ma tennot anézhô eur fréalzidigez vrâz; évit ma c’hôrôot, ha ma kafot hô tudi enn hé gloar brâz-meûrbéd.

12Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a lakai da rédek war-n-ézhi ével eur ster a béoc’h, ha gloar ar brôadou ével eur froud dic’hlannet: hé déna a réot; oud hé bronn é tougô ac’hanoc’h, ha war hé barlen é torlôtô ac’hanoc’h.

13Ével ma torlôt eur vamm hé mâb, ével-sé é fréalzinn ac’hanoc’h, hag é viot fréalzet é Jéruzalem.

14C’houi a wélô ann traou-zé, hag hô kaloun en em laouénai: hag hoc’h eskern a gellidô ével ar géot: hag ann Aotrou a ziskouezô hé c’halloud d’hé zervicherien, hag hé frouden d’hé énébourien.

15Râk chétu ann Aotrou a zeûi é-kreiz ann tân, hag hé girri ével eur gourven̄ten; évid diskouéza hé frouden enn hé vuanégez, hag hé grôz é-kreiz ar flammou tân.

16Râg enn tân ha gan̄d ar c’hlézé é varnô ann Aotrou pép kîk, hag ann Aotrou a lazô eul lôd brâz.

17Ar ré a grédé en em zan̄téla, hag en em c’hlana enn hô liorsou, ô serra ann ôriou war-n-ézhô; ar ré a zebré kîk môc’h, ha lôgôd, ha traou all ker louz, a vézô dispennet kévret, émé ann Aotrou.

18Hôgen mé a zeû évid dastumi hô ôberiou hag hô ménosiou, évid hô strolla gan̄d ar boblou euz ann holl iézou; hag hî a zeûi, hag a wélô va gloar.

19Ha mé a lakai eunn arouéz enn hô zouez, hag é kasinn eûz ar ré a vézô bét salvet, étrézég ar brôadou, enn tû all d’ar môr, d’ann Afrika, d’al Lidia, d’al lec’hiou ma tenneur gan̄d ar warek, d’ann Italia, d’ar Gresia, d’ann énézi pell, d’ar ré ha n’hô deûz két klévet hanô ac’hanoun, ha n’hô deûz két gwélet va gloar. Hag hî a rôi da anaout va gloar d’ar brôadou.

20Hag hî a zigasô hoc’h holl vreûdeûr eûz a douez ann holl vrôadou ével eur rô d’ann Aotrou, war gezek, war girri, war léteriou, war vuled, war garrosiou, étrézé va ménez san̄tel Jéruzalem, émé ann Aotrou, ével pa zigas bugalé Israel eur rô enn eul léstr glân da dî ann Aotrou.

21Ha mé a gémérô eûz anézhô da véleien ha da levited, émé ann Aotrou.

22Râg ével ma sâv dira-z-oun ann én̄vou névez, hag ann douar névez a rann, émé ann Aotrou; ével-sé é savô hô kwenn hag hoc’h hanô.

23Béz’ é vézô ivé eur goél all péb miz, hag eur sabbat all péb sizun: pép kîg a zeûi da azeûli dira-z-oun, émé ann Aotrou.

24Hag hî a iélô er-méaz, hag a wélô korfou-maro ar ré a oa savet em énep; hô frén̄v na varvô két, hag hô zân na vougô két; ha pép-hini hô gwélô hé walc’h.

← Levr Izaia 63Read In The App, Free →Levr Izaia 65 →

Study Levr Izaia 64

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566