Levr Izaia 8:14
Hag hén̄ a vézô da zan̄télidigez d’é-hoc’h; ha da véan fazi, ha da garreg a harz évid ann daou dî a Israel; ha da spî ha da gollidigez évid ar ré a choum é Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13San̄télit Aotrou ann arméou hé-unan: ra vézô hén̄ hoc’h aoun hag hô spoun̄t;
Cross References
Joshua 10:7Jozué a gerzaz éta eûz a C’halgala, ha gan̄t-han̄ ar vrézélidi eûz hé armé, péré a oa eûz ar ré galounéka.
Psalms 46:1Doué eo hor ménéc’hi, hag hon ners; hor skoazel eo bét enn en̄krézou brâz a zô deûet enn-drô d’é-omp.
Proverbs 18:10Eunn tour kré eo hanô ann Aotrou; ann dén reiz a réd étrézég enn-han̄, hag é vézô uc’héléet.
Isaiah 28:16Hag hoc’h eûz lavaret: É nép doaré; ha nî a dec’hô war varc’h; râk-sé hoc’h eûz tec’het. War gézeg eskuit é piñimp: râk-sé ar ré a iélô war hô lerc’h, a iélô c’hoaz buanoc’h.
Ezekiel 11:16Râk-sé ével-henn é-lavar ann Aotrou Doué: Pétrâ-bennâg ma em eûz hô c’haset ker pell é touez ar brôadou, hag em eûz hô skiñet é meur a vrô; koulskoudé é san̄télinn ann niver bihan anézhô er brôiou é péré in̄t bét éat.