Levr Yehezkel 11:16
Râk-sé ével-henn é-lavar ann Aotrou Doué: Pétrâ-bennâg ma em eûz hô c’haset ker pell é touez ar brôadou, hag em eûz hô skiñet é meur a vrô; koulskoudé é san̄télinn ann niver bihan anézhô er brôiou é péré in̄t bét éat.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:44Ha koulskoudé é-pâd ma édon̄t é douar hô énébourien (T), n’em eûz két hô distolet krenn, ha n’em eûz két hô disprizet bétég hô dizeria, ha lakaad da véza gwân ar gévrédigez em eûz gréat gan̄t-hô. Rak mé eo ann Aotrou hô Doué.
Psalms 31:20Hô c’huza a ri el léac’h kuzéta eûz da zremm râk drougiez ann dûd. Hô gwarézi a rî enn da dabernakl oud énébiez ann téôdou.
Psalms 90:1Aotrou, té a zô bét da vénéc’hi d’é-omp a gan̄tvéd é kan̄tved.
Psalms 91:9Râk té eo, Aotrou, va géd; kéméret éc’h eûz ann Uc’hel-meûrbéd évid da vénéc’hi.
Isaiah 4:5Hag ann Aotrou a lakai da zével war holl vénez Sion, hag el léac’h ma eo azeûlet, eur goabren déval héd ann deiz, ha skéd eur flamm béô héd ann nôz; râg hén̄ a warezô hé c’hloar é pép léac’h.