The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 9

1Er penn ken̄ta é oé skan̄véet douar Zabulon, ha douar Néftali: ha d’ann divez é oé pounnéréet war hen̄d ar môr enn tu all d’ar Jourdan, Galiléa ar brôadou.

2Ar bobl a valéé enn dévalien en deûz gwélet eur goulou-brâz: saved eo ar goulou, évid ar ré a choumé é brô skeûd ar marô.

3Paottet éc’h eûz ar vrôad, ha n’éc’h eûz két kresket al lévénez. En em laouénaad a rain̄t dira-z-od ével ma en em laouénéeur er médérez, ével ma trideur goudé ann tréac’h, pa ranneur ann dibourc’hou.

4Râk torret éc’h eûz géô hé véac’h, ha gwialen hé skoaz, ha gwalen hé heskiner, ével é deiz Madian.

5Râg ann holl zibourc’hou kéméret gant rustoni ha gan̄t trouz, hag ann diḻad saotret gan̄t goad, a vézô taolet enn tân, hag a zeûi da voéd d’ar flamm.

6Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz: hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.

7Mui-oc’h-vui en em astennô hé c’halloud, hag ar péoc’h a vézô dizivez; war drôn David, ha war hé rouan̄télez éc’h azézô; évit ma hé c’hrévai, ha ma hé startai er varn hag er reizded, a vréma ha da vikenn; oaz Aotrou ann arméou a rai kémen̄t-sé.

8Ann Aotrou en deûz kaset hé c’hér da Jakob, ha war Israel eo kouézet.

9Ann holl bobl her gwézô, Éfraim, hag ar ré a choum é Samari, péré a lavar gan̄t balc’hder hag é brazoni hô c’haloun:

10Ann tiez brikennou a zô kouézet, hogen nî hô savô gan̄t mein bén; ar skaô-grac’h hô deûz trouc’het, hôgen nî a lakai gwéz-sedr enn hô léac’h.

11Ann Aotrou a lakai da zével a-énep Israel énébourien Rasin, hag a lakai da zon̄d enn eur rumm brâz hé holl énébourien:

12Ar Siried eûz ar sâv-héol, hag ar Filistined eûz ar c’hûs-héol; hag hî a zigorô hô génou évit loun̄ka Israel. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.

13Hag ar bobl né két distrôet étrézég ann hini a skôé gan̄t-han̄, ha n’hô deûz két en̄klasket Aotrou ann arméou.

14Hag ann Aotrou a skéjô diouc’h Israel ar penn hag al lôst, ar skourr kré hag ar vroennen, enn hévélep deiz.

15Ann dén kôz hag ann dén énoruz, hen-nez eo ar penn; hag ar profed a zesk ar gevier, hen-nez eo al lost.

16Neuzé ar ré a c’halv ar bobl-zé euruz, a zeûi da véza touellerien; hag ar ré a vézô galvet euruz, a gouézô el loun̄k.

17Râk-se n’eo em laouénai két ann Aotrou war hé dûd-iaouan̄k; ha n’en devézo kéd a druez oud hé emzivaded hag hé in̄tan̄vézed; rak pilpouzed ha tûd fall in̄t holl, ha na lavar hô génou némét traou diskian̄t. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.

18Râg ar fallagriez é deûz losket ével tân, hag hî a zévô ann dréz hag ann drein: en em en̄tana a rai e-kreiz eur c’hoad stan̄k, hag é savô ouc’h kréac’h ével korven̄tennou môged.

19Ann douar a vézô strafiḻet gan̄t buanégez Aotrou ann arméou; ar bobl a zeûi ével boéd ann tan; ann dén na espernô két hé vreur.

20Trei a rai a zéou, hag en dévézô naoun; dibri a rai a gleiz, ha n’en dévézô két hé walc’h; pép-hini a loun̄kô hé vréac’h hé-unan; Manasez Éfraim, hag Éfraim Manasez, hag hî war-eunn-drô a-énep Juda.

21Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn. ———— X. PENNAD. Israel a zistrôi étrézég ann Aotrou.

← Levr Izaia 8Read In The App, Free →Levr Izaia 10 →

Study Levr Izaia 9

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566