Lizher Sant Jakez 2:25
Hag ével-sé Rahab ar c’hrek fall, ha na oé-hi két didamallet dré hé ôberiou, ô tigémérout ar spierien, hag ô kâs anézhô dré eunn hen̄t all?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
24Gwéloud a rîd éta pénaoz ann dén a zô san̄télet dré hé ôberiou, ha nann hé b -kén dré ar feiz.
26Râg ével ma eo marô eur c’horf héb éné, ével-sé ivé eo marô ar feiz héb ôberiou. ———— III. PENNAD.
Read all of Lizher Sant Jakez 2
Cross References
Joshua 2:1Jozué, mâb Nun, a gasaz éta eûz a Sétim daou spier, hag a lavaraz d’ézhô: Id, ha sellit-pîz oud ar vrô, hag out kéar Jériko. Ar ré-man̄ gerzaz hag a iéaz é-tî eur c’hast, hanvet Rahab, hag a ziskuizaz enn hé zî.
Joshua 2:6Hag hî a lékéaz anézhô da biña war lein hé zî, hag a c’hôlôaz anézhô gan̄d hordennou lîn a oa énô.
Joshua 2:19Mar d-â eur ré er-méaz eûz da dî, hé c’hoad a gouézô war hé benn hé-unan, ha nî a vézô didamall eûz a gémen̄t-sé. Hôgen goâd ar ré holl a vézô gan-éz enn da dî, a gouézô war hor penn, ma laka unan-bennâg hé zourn war-n-ézhô.
Joshua 6:22Hôgen Jozué a lavaraz d’ann daou zén péré a oa bét kaset évid anaoud ar vrô: Id é tî ar c’hast, ha likit-hi da zon̄d er méaz gan̄t kémen̄d a zô d’ezhi, ével ma hoc’h eûz hé douet d’ézhi.
James 2:18Hôgen eur ré a lavarô: Té éc’h eûz ar feiz, ha mé em eûz ann ôberiou: diskouéz d’in da feiz héb ôberiou, ha mé a ziskouézô d’id va feiz gan̄t va ôberiou.