The Bible Software
Lizher Sant Jakez · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher Sant Jakez 2

1Ya breûdeûr, n’hô pézet kéd a feiz é gloar hon Aotrou Jézuz-Krist gan̄t kemm évid ann dûd.

2Râk mar teû enn hô strollad eunn dén gand eur walen aour ha diḻad kaer, ha mar teû ivé eur paour gan̄d diḻad fall;

3Hag ô selloud oud ann hini a zô gwisket gan̄d diḻad kaer, ma livirid d’ézhan̄: Azez aman̄, té, el léac’h mâd; ha ma livirid d’ar paour: Choum aman̄ enn da zâ, té, pé azez war skabel va zreid:

4Ha na gemmit-ho két enn-hôc’h hoc’h-unan, ha na varnit-hu két gan̄t gwall vénosiou?

5Sélaouit, va breûdeûr kér, ha n’en deûz két Doué dilennet ar ré a zô paour er béd-man̄, évit béza pinvidik er feiz, hag héred ar rouan̄télez, en deûz diouganet Doué d’ar ré a gâr anézhan̄?

6Hôgen c’houi a vézéka ar paour. Ha né kéd ar ré binvidik a vâc’h ac’hanoc’h gan̄d hô galloud, hag a gâs ac’hanoc’h dirâg ar varnerien?

7Ha né kéd hî a zrouk-prézeg gan̄d ann hanô mâd eûz a béhini eo tennet hoc’h hini?

8Mar peûr-zalc’hit al lézen a roué-man̄, hervez ar Skritur: Karoud a rî da nésa ével d-od da unan, é réot mâd;

9Hôgen ma rît kemm ouc’h ann dûd, é rîd eur péc’hed, hag oc’h tamallet gan̄d al lézen, ével torrerien.

10Râk piou-bennâg en dévézô miret al lézen holl, hag en dévézô hé zorret enn eul lôden, a zô tamalluz enn-hô holl.

11Râg ann hini en deûz lavaret: Na gouézi kéd enn avoultriez, én deûz lavaret ivé: Na lazi két. Ma na gouézez kéd enn avoultriez, hôgen ma lazez, é torrez al lézen.

12Komzit ével-sé, ha grît ével-sé, pa dléit béza barnet hervez lézen ar fran̄kiz.

13Râk nep n’en dévézô két bét a drugarez, a vézô barnet hép trugarez: râg ann drugarez a zavô dreist ar varn.

14Va breûdeûr, pétrâ a dalvézô da eur ré lavarout en deûz ar feiz, ma n’en deûz kéd ann ôberiou? Hag ar feiz a hellô hé zavétei?

15Mar d-éma unan eûz hô preûdeûr pé eûz hô c’hoarézed enn-noaz, ha ma tiouéron̄t hô boéd pemdéziek,

16Ha ma lavar unan ac’hanoc’h d’ézhô: Id é péoc’h, tommit ha debrit, hép rei d’ézho ar péz a zô réd évid hô c’horf, pétrâ a dalvézô d’ézhô?

17Ével-sé ivé ar feiz, ma n’en deûz kéd a ôberiou, a zô marô enn-han̄ hé-unan.

18Hôgen eur ré a lavarô: Té éc’h eûz ar feiz, ha mé em eûz ann ôberiou: diskouéz d’in da feiz héb ôberiou, ha mé a ziskouézô d’id va feiz gan̄t va ôberiou.

19Té a gréd pénaoz n’eûz néméd eunn Doué: ervâd a réz; ann diaoulou ivé a gréd hag a grén.

20Hôgen ha té a fell d’îd gouzout, ô dén gwân, pénaoz ar feiz héb ann ôberiou a zô marô?

21Abraham hon Tâd, ha na oé két san̄télet dré hé ôberiou, pa ginnigaz hé vâb Izaak war ann aoter?

22Ha na wélez-té két pénaoz ar feiz a oa unanet gan̄d hé ôberiou, ha pénaoz hé feiz a oé klôkéet gan̄d hé ôberiou;

23Hag ar Skritur a zô sévénet, pa é deûz lavaret: Abrabam a grédaz é Doué, ha kémen̄t-sé a oé nivéred d’ézhan̄ évit gwirionez, hag é oé galvet miñoun da Zoué.

24Gwéloud a rîd éta pénaoz ann dén a zô san̄télet dré hé ôberiou, ha nann hé b -kén dré ar feiz.

25Hag ével-sé Rahab ar c’hrek fall, ha na oé-hi két didamallet dré hé ôberiou, ô tigémérout ar spierien, hag ô kâs anézhô dré eunn hen̄t all?

26Râg ével ma eo marô eur c’horf héb éné, ével-sé ivé eo marô ar feiz héb ôberiou. ———— III. PENNAD.

← Lizher Sant Jakez 1Read In The App, Free →Lizher Sant Jakez 3 →

Study Lizher Sant Jakez 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345