Levr Yirmia 11:13
Gwiniz hô deûz hadet, hag hî a védô drein; eunn digwéz hô deûz bét, ha n’hô dévézô gounid é-béd diout-han̄; c’houi a gollô hoc’h holl frouez, enn abek da vuanégez ha da frouden ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 2:8Hô douar a zô leûn a gézek, hag hô c’hirri a zô diniver, hag hô douar a zô leûn a idolou. Azeûlet hô deûz labour hô daouarn, ar péz hô dôa gréat gan̄d hô biziad hô-unan.
Jeremiah 3:1Peûrvuia é lévéreur: Ma en deûz eunn dén kaset-kuît hé c’hrég, ha mar teû hou-man̄, goudé béza éat-kuît diout-han̄, da gémérout eunn ozac’h all, hag hén̄ a zistrôi c’hoaz gan̄t-hi? Ha na vézô két sellet ar c’hrég-zé ével dic’hlan ha saotret? Hôgen té a zô en em zaotret gan̄t kalz eûz da orgédérien; koulskoudé distrô étrézég enn-oun, emé ann Aotrou, ha mé az tigémérô.
Jeremiah 3:25Enn hor mézégez é kouskimp, ha gan̄d hon dismégan̄s é vézimp gôlôet; ô véza ma hon eûz péc’het a-éneb ann Aotrou hon Doué, nî hag hon tadou, adaleg hor iaouan̄ktiz bétég ann deiz a hiriô, ha n’hon eûz két sélaouet mouéz ann Aotrou, hon Doué. ———— IV. PENNAD Reûsiou daré da gouéza war Jéruzalem.
Jeremiah 17:1Ar gér-man̄ a zeûaz dioud ann Aotrou da Jérémias, ô lavarout: