Levr Yirmia 3:1
Peûrvuia é lévéreur: Ma en deûz eunn dén kaset-kuît hé c’hrég, ha mar teû hou-man̄, goudé béza éat-kuît diout-han̄, da gémérout eunn ozac’h all, hag hén̄ a zistrôi c’hoaz gan̄t-hi? Ha na vézô két sellet ar c’hrég-zé ével dic’hlan ha saotret? Hôgen té a zô en em zaotret gan̄t kalz eûz da orgédérien; koulskoudé distrô étrézég enn-oun, emé ann Aotrou, ha mé az tigémérô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 24:1Pa vézô éta c’hoarvézet gan-éz ann holl draou-zé, ar vennoz pé ar valloz, ével ma em eûz hô lékéat dirak da zaou-lâgad; pa vézô man̄tret da galoun gan̄d ar c’heûz (T), é-mesk ann holl vrôadou é-touez péré en dévézô da skiñet ann Aotrou da Zoué,
Judges 19:2Hou-man̄ a guitaaz anézhan̄, hag ô véza distrôet da Vétléhem é tî hé zâd, é choumaz é-pâd pévar miz enn hé dî.
Isaiah 55:6É mein ar froud éc’h eûz lékéat da fisian̄s; énô éma da lôd: braoued-kennig éc’h eûz skuḻet war-n-ézhô, sakrifisou éc’h eûz gréat d’ézhô; ha na zavô két a zroug enn-oun diwar-benn kémen̄t-sé?
Jeremiah 2:20Adaleg ar penn-kenta éc’h eûz torret va ieô, éc’h eûz dispennet va chadennou, hag éc’h eûz lavaret: Na zervichinn két, hag ével eur c’hrég fall oud én em zaotret war bép krec’hien uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek.
Jeremiah 3:9Hag hî é deuz saotret ann douar gan̄d ann diroll euz hé louzdoni; hag éo bét en em wallet gan̄d ar méan ha gan̄d ar c’hoat.