Levr Yirmia 12:16
Rôit gloar d’ann Aotrou, hô Toué, abarz ma tigasô ann dévalien, hag abarz ma stokô hô treid oud ar ménésiou lusennuz. C’houi a c’hortozô ar goulou, hag hén̄ hé drôiô é skeûd ar marô hag é tévalien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Klévit, ha sélaouit, ha na stambouc’hit két, râg ann Aotrou en deûz komzet.
Cross References
Deuteronomy 10:20Gan̄t gwirionez éc’h heûli kémen̄d a zô gwirion, évit ma vévi ha ma piaoui ann douar en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué.
Psalms 106:35En em veski a réjon̄t é-touez ar brôadou-zé, hag é teskchon̄t hô ôberiou:
Isaiah 2:3Ha kalz a boblou a iélô, hag a lavarô: Deûit, ha piñomp war vénez ann Aotrou, ha da dî Doué Jakob; hag hén̄ a zeskô d’é-omp hé hen̄chou, hag é valéimp enn hé raven̄chou; râg al lézen a zeûi er-méaz eûz a Zion, ha gér ann Aotrou eûz a Jéruzalem.
Isaiah 49:6Savit hô taoulagad étrézég ann én̄v, hag izélait-hô étrézég ann douar: râg ann én̄v a ziaézô ével ar môged, hag ann douar a iélô é poultr ével eur zaé; hag ar ré a choum war-n-ézhan̄ a iélô-da-nétra ével-t-han̄; hôgen va zilvidigez a vézô peûr-baduz, ha va reizded a vézô dizivez.