The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 12

1Ével-henn é lavaraz ann Aotrou d’in: Kéa, ha prén évid-od eur gouriz lien, ha laka-hén̄ war da zargreiz, ha n’hel likii két enn dour.

2Hag é préniz eur gouriz hervez lavar ann Aotrou, hag hel likiiz war ann dargreiz.

3Hag ann Aotrou a gomzaz eunn eil wéach ouz-in, ô lavarout:

4Kémer ar gouriz éc’h eûz prénet, hag a zô war da zargreiz; saô ha kéa étrézég ann Eufratez ha kûz-hén̄ énô é toull eur méan.

5Ha mé a iéaz hag a guzaz anézhan̄ enn Eufratez, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet d’in.

6Ha goudé ma oé tréménet kalz deisiou, é lavaraz ann Aotrou d’in: Saô ha kéa étrézég ann Eufratez; ha tenn ac’hanô ar gouriz em bôa gourc’hémennet d’id da guza énô.

7Hag éz îz étrézég ann Eufratez, hag é kleûziz, hag é tenniz ar gouriz eûz al léac’h é péhini em bôa hé guzet; ha chétu é oa brein ar gouriz, enn hévélep doaré na oa mui mad da nétrâ.

8Hag ann Aotrou a gomzaz ouz-in, ô lavarout:

9Ével-henn é lavar ann Aotrou: Ével-sé é likiinn da vreina rogoni Juda, ha rogoni vrâz Jéruzalem.

10Ar bobl drouk-zé, péré na fell két d’ézhô sélaoui va gériou, péré a gerz é diroll hô c’haloun, hag a ia war-lerc’h douéed a-ziavéaz, évid hô servicha hag hô azeûli; hag hî a vézô hén̄vel oud ar gouriz-zé, péhini n’eo-mâd da nétrâ.

11Râg ével ma en em stag eur gouriz war-drô da zargreiz eunn dén, ével-sé em bôa unanet ouz-in holl di Israel, hag holl di Juda, émé ann Aotrou, évit ma vijen̄t d’in da bobl, ha da hanô, ha da veûleudi, ha da c’hloar; ha n’hô deûz két sélaouet.

12Té a lavarô éta d’ézhô ar gér man̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Péb brôk a vézô leûniet a wîn. Hag hî a lavarô did: Ha na ouzomp-ni két pénaoz é vézô leuniet péb brôk a wîn?

13Ha té a lavarô d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a leûniô a vezven̄ti holl dûd ann douar-zé, hag ar rouéed eûz a wenn David péré a zô azézet war hé drôn, hag ar véléien, hag ar broféded, hag ar ré holl a choum é Jéruzalem.

14Mé hô skiñô, hag a rannô ar breûr diouc’h ar breûr, hag ar vugalé diouc’h ann tadou, émé ann Aotrou; na esperninn két, na zistolinn két, na drugarézinn két; hôgen kolla a rinn.

15Klévit, ha sélaouit, ha na stambouc’hit két, râg ann Aotrou en deûz komzet.

16Rôit gloar d’ann Aotrou, hô Toué, abarz ma tigasô ann dévalien, hag abarz ma stokô hô treid oud ar ménésiou lusennuz. C’houi a c’hortozô ar goulou, hag hén̄ hé drôiô é skeûd ar marô hag é tévalien.

17Ma na zélaouit két kémen̄t-sé, va éné a wélô é-kûz war hô rogen̄tez; gwéla-dourek a rai, ha va daoulagad a skuḻô daérou, ô véza ma vézô kaset tropel ann Aotrou é sklavérez.

18Lavar d’ar roué, ha d’ar rouanez: En em vuélait, azézit; râk kurunen hô kloar a zô kouézet diwar hô penn.

19Kériou ar c’hrésteiz a zô serret, ha n’eûz dén évid hô digéri. Juda holl a zô dizouget é sklavérez.

20Savit hô taoulagad, ha sellit oud ar ré a zeû eûz ann han̄ter-nôz, é péléac’h éma ann tropel a zô bét rôet d’id, ann tropel ker karet gan-éz.

21Pétrâ a liviri-dé, pa emwélô ac’hanod? Râk té eo éc’h eûz hô desket enn da énep, ha diskouézet d’ézhô pénaoz stourmi ouz-id; ha n’az pézô két neûzé gloasiou, ével eur c’hrég é gwilioud?

22Ma lévérez enn da galoun: Pérâg eo c’hoarvézet kémen̄t-sé d’in? Enn abek d’al lôd brâz euz da fallagriézou eo, eo bét dizôlôet da vézégez, hag eo bét saotret da zeûliou.

23Ma hell eunn Etiopiad kemma hé groc’hen, hag eul léoupard hé liou brîz, c’houi ivé a hellô ôber-vâd, p’hô pézô desket ôber ann drouk.

24Ha mé hô skiñô ével ar c’hôlô a zô kaset enn distrô gan̄d ann avel.

25Chétu da lôd, chétu da lôden, émé ann Aotrou, ô véza ma éc’h eûz va an̄kounac’héet, ha ma éc’h eûz fisiet er gévier.

26Rak-sé em eûz savet da ziḻad war da benn, hag eo bét gwélet da vézégez,

27Da avoultriézou, da zirollou, ha gwall da c’hadélez; war ar c’hréc’hiennou, er parkou em eûz gwélet da fallagriézou. Gwâ té, Jéruzalem! Ha na vézi bikenn glân war va lerc’h? Bété pégeit? ———— XIV. PENNAD Péden Jérémias é hanô ar bobl.

← Levr Yirmia 11Read In The App, Free →Levr Yirmia 13 →

Study Levr Yirmia 12

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152