Levr Yirmia 13:10
Ével-henn é lavar ann Aotrou d’ar bobl-zé, péhini a gâr fin̄va hé dreid, ha na arzaô két, ha né két hétuz d’ann Aotrou: Bréma é teûiô da goun d’ézhan̄ hô fallagriézou, hag hén̄ a emvélô hô féc’héjou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Na béd két ac’hanoun évit ma rinn vâd d’ar bobl-zé.
Cross References
Numbers 14:11Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Bété pégeit é tirogô ar bobl-zé ac’hanoun? Bété pégeit na grédô két d’in, goudé ann holl vurzudou em eûz gréat dira-z-hô?
Psalms 78:8Gan̄d aoun na zeûjen̄t da véza, ével hô zadou, eur wenn direiz ha dichek; eur wenn péhini n’é deûz két miret hé c’haloun éunn; ha n’é deûz két rôet stard hé spéred da Zoué.
Isaiah 3:24Hag é léac’h c’houés-vâd hô dévézô fléar, é léac’h gouriz hô dévézô eur gorden, é léac’h bléô rodellet eur penn moal, hag é léac’h eur chorfkenn eur zaé-reûn.
Jeremiah 5:23Hôgen ar bobl-zé é deuz eur galoun diskrédik ha dispac’huz; en em dennet in̄t, hag in̄t éat-kuît.
Jeremiah 9:13Gan̄t trouz hé vouéz é laka kalz douréier da gouéza war ann douar, hag é sâv ar c’hoabr eûz a bennou ann douar; ar foeltr a laka da drei é glaô, hag é tenn ann avel eûz hé den̄zoriou.