Levr Yehezkel 13:9
Va dourn a boézô war ar broféded a wél traou gwân, hag a ziougan gévier; n’en em gavin̄t két é kuzul va fobl, ha na vézin̄t két skrivet é levr tî Israel, ha n’az ain̄t két é douar Israel; ha c’houi a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 2:59Hag ar ré a biñaz eûz a Delmala, eûz a Delharsa, eûz a Gérub, eûz a Adon, hag eûz a Émer; ha péré na helchon̄t két rei da anaout tî hô zadou, nag hô gwenn, na ma oan̄t eûz a Israel:
Nehemiah 7:62Mipien Dalaia, mipien Tobias, mipien Nékoda, c’houec’h kan̄t daou ha daou-ugen̄t.
Psalms 69:5O Doué, té a anavez va diboell; ha va féc’héjou n’in̄t két kuzet ouz-id.
Psalms 87:6Ann Aotrou a zisplégô é skridou ar boblou hag ar brin̄sed, ann niver eûz ar ré a vezô bét enn-hi.
Psalms 101:7Néb a zô rôk na choumô két em zî; néb a lavar traou direiz n’en deûz két gellet choum dirâk va daoulagad.