Levr Yirmia 14:20
Ha mé a lakai ac’hanod é-kéñver ar bobl-zé ével eur vôger arem ha kré; hî a stourmô ouz-id, ha n’az trec’hin̄t két; râk mé a zô gan-éz, évid da warézi, ha da zieûbi, émé ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 12:13Ha David a lavaraz da Natan: Pec’het em eûz a-éneb ann Aotrou. Ha Natan a lavaraz da Zavid: Distolet eo ivé da béc’hed gan̄d ann Aotrou: na varvi két.
Ezra 9:6Hag é liviriz: Va Doué, méz em eûz, ha rusia a rann ô sével va daoulagad étrézég enn-oud, ô véza ma eo paottet hor fallagriézou dreist hor penn, ha ma eo savet hor gwallou bétég ann én̄v,
Job 33:27Selloud a rai oud ann dûd, hag é lavarô: Péc’het em eûz, gwall-c’hréat em eûz évit-gwir, ha n’ounn két bét kastizet ével ma tellézenn béza.
Psalms 51:3O véza ma anavézann va fallagriez, ha ma éma bépréd va féc’hed dira-z-oun.
Jeremiah 3:13Koulskoudé anavez da fallagriez, ô véza ma oud bét disléal é-kén̄ver ann Aotrou da Zoué; ma éc’h eûz skiñet da hen̄chou gan̄d ann diavésidi dindân pép gwézen deliaouek, ha n’éch eûz két selaouet va mouéz, émé ann Aotrou.
Jeremiah 14:7Ha mé a skiñô anézhô gan̄d ar gwen̄ter bétég harzou ann douar; lazet ha dispennet eo va fobl gan-én̄; ha koulskoudé n’in̄t két distrôet eûz hô hen̄chou.