Levr Yirmia 14:7
Ha mé a skiñô anézhô gan̄d ar gwen̄ter bétég harzou ann douar; lazet ha dispennet eo va fobl gan-én̄; ha koulskoudé n’in̄t két distrôet eûz hô hen̄chou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 7:9Ar C’hananéed a glevô kémen̄t-man̄, hag ar ré holl a choum er vrô-man̄; hag oc’h en em zastumi holl, é teûin̄t da gelc’hia ac’hanomp, hag é lamin̄t hon hanô diwar ann douar. Ha pétrâ a ri-dé neûzé évid da hanô brâz?
Ezra 9:15Aotrou, Doué Israel, té a zô gwirion; pa omb bét dilézet évit béza dieûbet ével ma omb hiriô. Chétu émomp dira-z-oud enn hor gwall; râg goudé kémen̄t-sé n’helleur két sével dira-z-oud. ———— X. PENNAD. Kâs a réeur kuît ar gragez a ziavéaz brô.
Psalms 25:11Enn abek d’as hanô, Aotrou, é tistoli d’in va féc’hed: râk brâz eo.
Psalms 115:1Karet em eûz, ô véza ma sélaouô ann Aotrou mouéz va féden;
Jeremiah 2:19Da zrougiez az tamallô, ha da hérez a zavô enn da énep. Gwéz ha gwél pénaoz eo fall ha c’houerô d’id béza dilézet ann Aotrou da Zoué, ha béza dizouj diouz-in, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.
Jeremiah 5:6Râk-sé léon ar c’hoat a dagô anézhô, bleiz ar pardaez a skrapô anézhô, al léonpard a spiô hô c’heriou; kémen̄d-hini a iélô er-méaz anézhô, a vézô paket; râk paottet eo hô fallagriézou, krévéet eo hô drougiézou.