Levr Yirmia 15:18
Ha da gen̄ta é rôinn d’ézhô daou c’hémen̄t all évid hô fallagriézou hag hô féc’héjou; ô véza ma hô deûz saotret va douar gan̄t fléar hô idolou, ha ma hô deûz leûniet va digwéz gan̄d ho fallagriézou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 6:15Va breûdeûr a zô tréménet é-biou d’in, ével eur froud a réd buhan enn traon̄iennou.
Job 34:6Râg é gaou ounn bét barnet; gan̄t gwall zaésiou ounn bét toullet hép ma em eûz péc’het.
Psalms 13:1Bété pégeit, Aotrou, éc’h an̄kounac’hai ac’hanoun? Hag évit bépréd é vézô? Bété pégeit é tistrôi-dé da zaoulagad diwar-n-oun (T)?
Jeremiah 14:3Ha mé a gasô pévar zra out-hô, émé ann Aotrou: ar c’hlézé évid hô laza, ar châs évid hô diskolpa, hag evned ann én̄v, ha loéned ann douar évid hô dispenna hag hô loun̄ka.
Jeremiah 20:7Ha goudé-zé ann Aotrou a lavaraz: Mé a rôiô Sédésias, roué Juda, hag hé zervicherien, hag hé bobl, hag ar ré eûz ar géar-zé a vezô bét dilézet gan̄d ar vosen, gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, é dourn Nabukodonosor roué Babilon, hag é dourn hô énébourien, hag é dourn ar ré a glask hô buez; hag hen̄ a skôiô gan̄t-hô gan̄d ar c’hlézé, héb habaskded, hép truez, hép trugarez.
Jeremiah 30:12Hî a zeûiô, hag a veûlô Doué war vénez Sion; hag hî a rédô enn eur rumm brâz étrézé madou ann Aotrou, étrézég ar gwiniz, hag ar gwîn, hag ann éôl, ha menned ann dén̄ved hag ar zaoud; hag hô éné a zeûiô ével eul liors douret, ha n’hô dévézô mui a naoun.