Levr Yirmia 15:19
O Aotrou, va ners, ha va c’hréfder, ha va herberc’h é deiz ann en̄krez; ar brôadou a zeûiô étrézég enn-od eûz a harzou ann douar, hag a lavarô: Gwir eo pénaoz hon tadou n’hô deûz bét némét gaou ha gwander, péré a zô bét didalvez d’ézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
20Hag ann dén a rai douéed évit-han̄ hé-unan, hag hî n’in̄t két douéed?
Cross References
Leviticus 14:57Evit ma vézô gellet anaout mar d-eo glân pé dic’hlan eunn dra. ———— XV. PENNAD. Dic’hlanded ar goâz hag ar vaouez.
Proverbs 22:29Ha gwélet éc’h eûz-té eunn dén téar enn hé ôber? Hén̄ a zavô dirâg ar rouéed, ha na zavô két dirâg ann dûd dister. ———— XXIII. PENNAD. Choum stard é doujan̄s ann Aotrou.
Jeremiah 1:9Hag ann Aotrou a astennaz hé zourn, hag hé stokaz out va génou; hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Chétu em eûz rôet va gériou enn da c’hénou.
Jeremiah 15:10Ha pa rôi da anaout ann holl c’hériou-zé d’ar bobl-man̄, hag é livirin̄t d’id: Pérâg en deûs-hén̄ ann Aotrou lavaret ann holl zrouk brâz-zé diwar hor penn? Pétrâ eo hor fallagriez? Pé béc’hed hon eûz nî gréat a-énep ann Aotrou, hon Doué?