Levr Yirmia 15:7
Na vézô két rannet a vara enn hô zouez évid dizoania ann hini a wélô war eunn dén marô, na vézô két roet da éva enn eur c’hôp d’ézhô évid hô dizoania diwar-benn hô zâd pé hô mamm.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8N’az â két é tî ar banvez, da azéza gan̄t-hô évid dibri hag éva.
Cross References
Psalms 1:4Né két ével-sé é-kén̄ver ar ré fallagr; hôgen hi a zo ével ar poultr a zô skubet gan̄t ann avel diwar c’horré ann douar.
Isaiah 9:13Hag ar bobl né két distrôet étrézég ann hini a skôé gan̄t-han̄, ha n’hô deûz két en̄klasket Aotrou ann arméou.
Jeremiah 4:11Enn amzer-zé é vézô lavaret d’ar bobl-man̄ ha da Jéruzalem: Eunn avel leskidik a c’houéz é hen̄chou distrô merc’h va fobl, nann évit niza nag évit skarza.
Jeremiah 8:4R’en em virô pép-hini eûz hé nésa, ha na fisiet hini enn hé vreûr; râk peb breûr a ziarbenn hé vreûr, ha pép miñoun a valé enn touellérez.