Levr Yirmia 15:6
Hag hî a varvô er vrô-zé brâz ha bihan; na vézin̄t két bésiet ha na vézô két gwélet war-n-ézhô; dén n’en em zidrouc’hô, pé en em voalai évit-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 78:38Koulskoudé hén̄ a oa bépréd trugarézuz enn hô c’hén̄ver, hag a zistolé d’ézhô hô féc’héjou, ha na gollé két anézhô. Hag hén̄ a zistrôaz aliez hé vuanégez diout-hô, ha na lézaz két da zével hé holl frouden.
Isaiah 28:13Râk-sé ar fallagriez-zé a gouézô war-n-hoc’h ével eur vôger uc’hel, pébini ô véza skarret, hag ô tiougani diskar, a gouéz enn-eunn-taol, pa na grédet két é oa daré da gouéza.
Jeremiah 2:13Râk daou zroug en deûz gréat va fobl: va dilézet hô deûz, mé feun̄teun ann dour béô, ha toullet hô deûz évit hô pun̄sou dour glaô; pun̄sou skarret, péré na hellon̄t két derc’hel ann dour.
Jeremiah 2:19Da zrougiez az tamallô, ha da hérez a zavô enn da énep. Gwéz ha gwél pénaoz eo fall ha c’houerô d’id béza dilézet ann Aotrou da Zoué, ha béza dizouj diouz-in, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.
Jeremiah 6:19Sélaou, douar: Chétu mé a zigasô drougou war ar bobl-zé, frouez he vénosiou; ô véza n’hô deûz két sélaouet va gériou, ha ma hô deûz distolet va lézen.
Jeremiah 8:5Pép-hini a râ goab eûz hé vreûr, ha na lévéron̄t két ar wirionez: râg desket hô deûz hô zéôd da lavarout géviér; poelladi a réon̄t da ôber fallagriez.