Levr Yirmia 17:11
Lavar éta bréma da dûd Juda, ha d’ar ré a choum é Jéruzalem: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a aoz droug enn hoc’h énep hag a zoaré ménosiou ouz-hoc’h: ra zistrôiô pép-hini eûz hé wall hen̄t, hag éeunit oc’h hen̄chou hag hoc’h ôberiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 20:21N’eûz choumet nétrâ eûz he voéd; râk-sé na choumô nétrâ eûz hé vadou.
Proverbs 1:18Hî ivé a aoz spiou a-éneb hô goad hô-unan, hag a zâv lindagou a-éneb hô énéou.
Proverbs 15:27Néb a zô gwall-biz a gâs ar reustl enn hé dî; hôgen néb a gasa ar roou, a vévô. Gan̄d ann drugarez hag ar feiz eo glanét ar béc’héjou; gan̄d doujan̄s ann Aotrou é pellaio pép hini diouc’h ann drouk.
Proverbs 23:5Na zâv két da zaoulagad étrézég ar madou ha na hellez két da gavout; râg hi a gémérô diou-askel ével ann érer, hag a nichô étrézeg ann én̄v.
Proverbs 28:16Eur prin̄s diboell a waskô kalz a dûd gan̄d hé frouden; hôgen ann hini a gasa ar bizoni a astennô hé zeisiou.
Proverbs 28:22Eunn dén hag a hast da binvidikaat, hag a hérez ar ré all, na oar két pénaoz é c’hoarvézô ann diénez gan̄t-han̄.